M249 (fuzuilh-vindrailher)

An M249 Squad Automatic Weapon (SAW), anvet ivez en US Army Light Machine Gun, 5.56 mm, M249 (LMG evit Light Machine Gun, fuzuilh-vindrailher), zo stumm stadunanat ar fuzuilh-vindrailher belgiat FN Minimi savet gant an embregerezh FN Herstal.

M249 SAW
Skeudenn ar pennad M249 SAW

Ur fuzuilh-vindrailher M249 SAW
Kinnig
Bro Banniel Belgia Belgia
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Mont en-dro Fuzuilh-vindrailher
Munisionoù 5,56 × 45 mm
Produer FNH USA
Krouidigezh 1976
Pouez ha muzulioù
Mas hollek gant an trebez (hep kartouchenn) 7,5 kg
Hirder 1.035 mm
Hirder ar c'hanol 465 mm / 521 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek Etre 700 hag 800 m
Lusk tennañ teorikel 850 tenn/mn
Tizh o vont e-maez 915 m/s
Endalc'h Bandennoù M27 100 pe 200 kartouchenn
Kargerioù fiñv STANAG
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Istor ha deskrivadur

kemmañ

An M249 a zo savet gant skourr stadunanat an FN Manufacturing LLC., skourr stadunanat an FH Herstal lec'hiet e South Carolina. Implijet e vez un niver bras eus ar armoù-se gant lu Stadoù-Unanet Amerika. Lakaet eo bet e servij e 1984, goude ma tiskouezas bezañ an arm efedusañ e-touez ar re lakaet war ar renk evit bezañ armoù emgefreek ar c'hevrennoù-emgann. Evel fuzuilh-vindrailher e lak an unvezioù troadegiezh bihan o niver da gaout ur galloud-tennañ uhel, a-drugarez d'un arm resis resis ha skañv a-awalc'h evit bezañ fiñvet buan hervez emdroadur an emgannoù.

Kulasenn an M249 a ya en-dro gant implij ar gazoù. Aes eo cheñch ar c'hanol pa vez ezhomm gant an tenner. Un daoubez a zo stag da veg ar c'hanol. Un trebez M192 LGM a c'haller stagañ diouzh an ezhomm.

Gellout a raer kargañ ar munisionoù dre ur gouriz-kartouchennoù pe gant kargerioù STANAG, evel ar re implijet war an M16 hag an M4. Dre-se e c'hell tenner ar SAW implij kargerioù ar soudarded troadegiezh tro-dro dezhañ ma vez un arvar bras hag ez eo eñ hep munisionoù.

Skeudennoù

kemmañ
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan