An FN Minimi (berradur gallek eus Mini Mitrailleuse; "mini mindrailherez") zo ur vindrailherez lijer 5.56 mm savet gant ar Fabrique Nationale e Herstal gant Ernest Vervier. Krouet e oa bet e fin ar bloavezhioù 1970, hiziv-an-deiz e vez implijet gant ouzhpenn 75 bro. Savet e vez bremañ en uzin FN e Herstal hag ivez, evit an doare amerikan, en uzin FN Manufacturing LLC, e Columbia (South Carolina).

FN Minimi
Iskevrennad eusarm emgefreek ur bagad, mindrailherez lijer Kemmañ
Deiziad krouiñ1970s Kemmañ
Bro orinBelgia Kemmañ
ManufacturerFN Herstal Kemmañ
Munision5,56 × 45 mm NATO, 7,62 × 51 mm NATO Kemmañ
Treset gantErnest Vervier Kemmañ
Lakaet er servij1975 Kemmañ
An FN Minimi

Ar Minimi a zo ur vindrailherez lijer ha ne c'hall tennañ nemet en un doare aotomatek. Gallout a reer lakaat ar bolodoù pe e stumm ur gouriz pe e stumm ur c'harger bras.

Ar Minimi a zo bet savet gant doareoù lies : an doare diazez evit bezañ harp-tan ur bagad pe ur gevrenn, an doare Para eo an hini evit an harzlammerien hag un doare zo ivez evit ar c'harbedoù stourm evel adarmaman.

Stumm stadunanat kemmañ

 
M249 SAW

Stumm stadunanat an FN Minimi a zo anvet M249 Squad Automatic Weapon System (SAWS), implijet e vez evel harp-tan en US Army. An United States Marine Corps a glask cheñch evit ul lod an M249 gant an M27 IAR dre ma z'eo re bonner ar vindrailherez.

 
Ur soudard stadunanat gant un M-249 SAW Para. Evit tri devezh stourm e vez roet 800 kartouchenn d'un automatic rifleman.
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan