5,56 × 45 mm NATO
Ar 5,56 mm NATO pe 5,56 × 45 mm a zo ur gartouchenn savet evit ar fuzuilhoù-arsailh. An termen 5,56 NATO eo en armeoù anv ar munision sivil .223 Remington savet diwar an .222 Remington. Unan eus ar c'halibroù standart e armeoù AFNA eo.
5,56 × 45 mm NATO | |
---|---|
5,56 × 45 mm NATO : boled, douilhez ha kartouchenn en he fezh. | |
Doare | |
Kalibr | .223 / 5,56 mm |
Doare korf an douilhez | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Belgia |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 5,70 mm |
Ø trogleuziñ | 5,56 mm |
Ø kolier | 6,43 mm |
Ø skoaz | 9 mm |
Ø korf an douilhez | 9,58 mm |
Ø strad | 9,60 mm |
Tevder ar strad | 9,58 mm |
Hirder an douilhez | 44,70 mm |
Hirder ar gartouchenn | 57,40 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 2,59 da 4,86 g |
Kargad poultr | 0,90 g da 1,85 g |
Tizh mont e-maez V0 | 851 da 993 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4.300 bar |
Energiezh ar vannadell | 1.670 da 1.890 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Istor
kemmañE deroù ar bloavezhioù 1950 e oa bet merzhet sioù ar gartouchenn 7,62 × 51 mm standart implijet e fuzuilhoù-arsailh arme Stadoù-Unanet Amerika betek neuze : ponner e oa, kalz a argil ganti, ha re c'halloudus evit bezañ implijet e endroioù kloz evel ar janglennoù pe ar c'hêrioù. Kregiñ a reas an arme da labourat war ur munision skañvoc'h dezhañ un hed-tenn berroc'h (300 metr).
E kreiz ar bloavezhioù 1950 e voe dibabet ar gartouchenn .222 Special savet gant Eugene Stoner. Anvet e voe .223 Remington.
E 1980 e voe choazet gant AFNA evit kemer plas ar 7,62 mm evel munision standart en e fuzuilhoù-arsailh. Implijet e voe evit ar wech kentañ en FN FNC, ha goude-se en M16 amerikan, er FAMAS gall, en HK G41 alaman, an L85A1 eus Breizh-Veur ha reoù all azalek ar bloavezhioù 1980 ha 1990.
Gwelet ivez
kemmañ- Ar munision 5,45 × 39 mm M74, doare soviedel ar 5,56 mm NATO
- Ar munision 5,6 mm Suis, variezon suis ar 5,56 mm NATO
Daveennoù
kemmañ- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP