Kalibr (armoù-tan)
Kalibr un arm-tan a zo alies treuzkiz e ganol, hag a-wechoù treuzkiz brasañ e vannadelloù. Evit ar c'hanolioù rizennet e vez muzuliet pe e foñs ar rizennoù (mod ar Stadoù-Unanet) pe e krec'h ar rizennoù (mod Europa). War dachenn ar c'hanolierezh eo ivez ar c'halibr ur muzul eus hirder ar c'hanol.
Armoù-tan hiniennel
kemmañKalibroù munisionoù an armoù-tan rizennet o c'hanol
kemmañDre hengoun, er broioù european, muzuliet e vez trogleuziñ ur c'hanol (a-raok e vefe uzinet ar rizennoù) evit termeniñ e galibr, met er Stadoù-Unanet e kemerer e kont kentoc'h ar c'heit etre foñs rizennoù ar c'hanol. En Europa e implijer peurliesañ ar milimetroù. Er Rouantelezh-Unanet hag e Stadoù-Unanet Amerika e reer kentoc'h gant kantvedennoù ha milvedennoù meutad (1 in = 25,4 mm).
N'eo ket unvan ar mod da envel pep munision, met alies e vez heuliet ar reolennoù-mañ [1]:
- kalibr ar vannadell, da lavaret eo treuzkiz ar c'hanol (pe ar boled a-wechoù), a zo meneget da gentañ, e milvedennoù meutadoù ma vez ur poent a-raok (.22 LR) pe e milimetroù (5,56 × 45 mm)
- goude e kaver titouroù all : hirder an douilhez e mm a vez lakaet goude un × (5,56 × 45 mm) ; a-wechoù e kaver ivez anv an embregerezh en deus ijinet ar munision (.308 Winchester) pe titouroù all, evel ar bloavezh m'eo bet ijinet (1906 evit an .30-06 Springfield), ar vro orin (5,6 mm Suis) pe ar gargad poultr ennañ e greunennoù (.44-40 WCF).
- pep munision en deus un anv metrek eztaolet e milimetroù, met n'eo ket-eñ a vez implijet atav gant ar braz eus an dennerien.
- doare an douilhez a c'hall bezañ meneget en anv metrek gant ul lizherenn : R evit un douilhez gant ur bourled (rimmed), SR evit un douilhez dezhi un damvourled (semi-rimmed), ha B (ral) evit unan gant ur strad kreñvaet. Pa ne gaver lizherenn ebet en anv metrek e sinfi he deus ar gartouchenn ur greuzenn (rimless)[2].
Abalamour da se e c'hall bezañ anvet ar memes munision e modoù disheñvel hervez an dud. Evit ar munision 9 × 19 mm e reer ivez gant an anvioù 9 mm, 9 mm Luger, 9 mm Para pe 9 mm Parabellum. Ret eo gouzout ivez ne gord ket atav ar sifr kentañ gant muzul gwir treuzkiz ar boled : un emglev eo neuze, evit chom hep droukveskañ daou vunision. Da skouer, ne ra ket 8 mm pe 7,92 mm treuzkiz boled ar 7,92 × 57 mm Mauser (anvet ivez 8x57i), met 8,22 mm e gwirionez.
Kalibroù kartouchennoù ar fuzuilhoù chase flour o c'hanol
kemmañEvit an armoù chaseal flour o c'hanol avat eo disheñvel ar mod da envel ar munisionoù : anvet eo ar c'halibr gant un niver eus 4 betek 36. An niver-mañ a gord gant an niver a vannadelloù plom sferek a c'halled ober gwechall gant ul lur a bouez plom (da lavaret eo war-dro 450 gramm). Setu eo ledanoc'h kartouchennoù ar c'halibr 4 evit ar c'halibr 20 da skouer.
Goude ar c'halibr e lakaer un niver all a verk hirder ar gartouchenn e milimetroù : ur gartouchenn 12/70 a zo hiroc'h evit unan 12/65. Ar ger magnum a dalvez eo hiroc'h ar gartouchenn evit unan glasel : ur gartouchenn 12/76 a zo stumm magnum unan 12/70.
Kalibroù implijetañ an armoù hiniennel modern
kemmañArmoù rizennet o c'hanol
kemmañKalibr e mm | Kalibr e meutadoù (") | Skouerioù munisionoù |
---|---|---|
4,31 mm | .17" | .17 HMR |
4,6 mm | 4,6 × 30 mm Heckler & Koch | |
5,45 mm | 5,45 × 39 mm M74 | |
5,56 | .22" / .223" |
.22 Short |
5,6 mm | 5,6 mm Suis | |
6,35 mm | .25" | .25 ACP (6.35 mm Browning) |
6,5 mm | .256" | 6.5 Creedmoor |
7 mm | .284" | |
7,62 mm | .30" |
7,62 × 51 mm ("7,62 OTAN" pe .308 Winchester evit e stumm sivil) |
7,63 mm | .30" | 7,63 × 25 mm Mauser |
7,65 mm Parabellum | .30" | 7,65 × 21 mm Parabellum |
7,65 mm Browning | .32" | .32 ACP (7,65 Browning) |
7,90 mm | .303" | .303 British |
7,92 mm | 7,92 × 57 mm Mauser | |
8,6 mm | .338" | .338 Lapua Magnum |
9 mm | .355" da .358" |
9 × 18 mm Makarov |
9,52 mm | .375" | .375 CheyTac |
10 mm | .40" | |
10,36 mm | .408" | .408 CheyTac |
11 mm | .44" | |
11,43 mm | .45" | |
12,7 mm | .50" | 12,7 × 99 mm NATO (.50 BMG) |
14,5 mm | 14,5 × 114 mm |
Kalibroù kartouchennoù-chase (kanolioù flour)
kemmañE milimetroù | E meutadoù | Anv ar c'halibr |
5,7 mm | 5,7 × 28 mm FN Herstal | |
6 mm | 6 mm | |
12 mm | .410" | kalibr 36, 36 Magnum |
13,84 mm | kalibr 28 | |
15,6 mm | .617" | kalibr 20 |
16,8 mm | .667" | kalibr 16 |
18,5 mm | .729" | kalibr 12 |
19,7 mm | .776" | kalibr 10 |
Skouerioù munisionoù
kemmañKalibroù implijet en armeoù
kemmañKalibroù 12 evit fuzuilhoù chase
kemmañKalibroù armoù dorn
kemmañMunisionoù skoet war o zro
kemmañKalibroù implijet e karabinennoù chase
kemmañGwelet ivez
kemmañDaveennoù
kemmañ- ↑ (fr) Désigner les cartouches et les calibres, war Tir81 (lennet d'an 23/08/2024)
- ↑ (fr) Comment identifier une cartouche ou une douille, war Le Fouilleur (lennet d'an 23/08/2024)