An .30-06 Springfield pe 7,62 x 63 mm zo ur munision armoù-tan hiniennel deveret eus an .30-03 Springfield hag implijet gant arme ar Stadoù-Unanet abaoe 1906.

.30-06 Springfield
Skeudenn ar pennad .30-06 Springfield

.308 Winchester - .30-06 Springfield - .300 Weatherby - .300 Winchester Magnum
Perzhioù
Kalibr 7,62 mm
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mare implij Abaoe 1906
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadell 7,62 mm (0,308 meutad)
Hider an douilhez 63,35 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell Etre 10 ha 14,25 g
Tizh o vont e-maez V0 720 m/s
Energiezh ar vannadell 2 756 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Implijet eo bet en armoù evel ar fuzuilhoù M1917 Enfield, Springfield M1903 ha BAR M1918 (er Brezel Bed Kentañ), hag en M1 Garand hag er vindrailherez Browning 1919 e-pad an Eil Brezel Bed. Kemeret eo bet e blas gant ar 7,62 x 51 mm evel munision standart AFNA e 1954, met implijet eo bet gant armeoù zo betek ar bloavezhioù 1970, da vare Brezel Vietnam da skouer. E hed-tenn efedus a zo war-dro 900 metr hervez hirder ar c'hanol.

Abaoe e vez implijet gant siviled dreist-holl. Ur c'halibr poblek eo gant chaseourien Norzhamerika evit al loened bras. Aotreet eo evit chaseal e Frañs abaoe 2013 ha berzh a ra er vro-mañ. Hervez ar broduerien munisionoù eo an .30-06 Springfield unan eus an tri munision implijetañ er c'harabinennoù gant ar 7,62 x 51 mm NATO hag ar 7,62 x 39 mm M43.

Ar c'halibroù .270 Winchester ha .35 Whelen zo deveret eus ar c'halibr-mañ.

Daveennoù kemmañ


   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan