.270 Winchester
An .270 Winchester anvet ivez .270 WCF (Winchester Center Fire) zo ur munision armoù-tan hiniennel ijinet gant an embregerezh Winchester e 1923 ha gwerzhet abaoe 1925. Deveret eo eus an .30-06 Springfield. Implijet e vez evit chaseal bronneged bras dreist-holl. E Frañs e ra kalz chaseourien chamoezed gantañ abalamour d'e dreug stenn a zo talvoudus evit tennañ a-bell.[1]
.270 Winchester | |
---|---|
Kartouchennoù .270 Winchester (a-zehou) hag o boled (a-gleiz) | |
Doare | |
Kalibr | .277 / 7 mm |
Doare korf an douilhez | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7 mm |
Ø trogleuziñ | 6,9 mm |
Ø kolier | 7,8 mm |
Ø skoaz | 11,2 mm |
Ø korf an douilhez | 11,9 mm |
Ø strad | 12 mm |
Hirder an douilhez | 64,50 mm |
Hirder ar gartouchenn | 84,80 mm |
Pouez ha perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 6 - 10 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 900 - 1 098 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4 500 bar |
Energiezh ar vannadell | 3 518 - 3 667 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) DE SAINT-LÉGER Baudoin, Pourquoi utiliser le calibre .270 Winchester ? war Chassons.com, 30/07/2023 (lennet d'an 22/05/2024)
- (fr)(en)(de) Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP