Winchester Repeating Arms Company
Ar Winchester Repeating Arms Company a oa ur produer armoù-tan tennata ha munisionoù a bouez e fin an XIXvet ha deroù an XXvet kantved. Krouet e oa bet e 1866 gant Oliver Winchester ha diazezet e oa e New Haven, Connecticut. E adreizhadur barnerezhel e voe lakaet an embregerezh e 1931 ha prenet e voe gant ar Western Cartridge Company, a zeuas da vezañ goude an Olin Corporation. Armoù-tan ha munisionoù a vez produet dindan an anv Winchester c'hoazh.
Istor
kemmañHorace Smith ha Daniel B. Wesson, daou armeurer amerikan, a savas e 1855 ar Volcanic Repeating Arms Company da werzhañ o frodu nevez, ar bistolenn Volcanic. Ur produer rochedoù, Oliver Winchester, a brenas ar braz eus lodennoù an embregerezh. Ne reas ket berzh produioù Volcanic hag e 1857 e voe adprenet e zle gant Oliver Winchester, a adaozas anezhañ dindan an anv New Haven Arms Company. Smith ha Wesson a savas diwezhatoc'h Smith & Wesson, un embregerezh armoù brudet all.
Berzh a reas an New Haven Arms Company gant ar fuzuilh Henry, ur fuzuilh-dennata hep taboulin ebet, dezhi ul loc'henn-grogenn, enni ur c'harger korzennek 16 kartouchenn.
E 1866 e savas dizemglev etre Benjamin T. Henry, krouer ar fuzuilh Henry, hag Oliver Winchester. Hemañ a adaozas an embregerezh hag adanvet e voe Winchester Repeating Arms Company[1]. E 1880 e varvas Oliver Winchester, evel e vab hag heulier William Wirt un nebeud mizioù war e lerc'h.
Kenlabourat a reas an embregerezh gant an ijinour armoù brudet John M. Browning etre 1883 ha 1898. Frouezhus e voe ar c'henlabour-se ha berzh a reas Winchester d'ar mare-se, ken niverus ha modern e oa an ijinadennoù degaset gant Browning.
Brezel-bed Kentañ
kemmañE-pad ar Brezel-bed Kentañ e produe Winchester fuzuilhoù Enfield M1914 kambret e .303 British evit ar Rouantelezh-Unanet ha fuzuilhoù Enfield M1917 kambret e .30-06 Springfield evit an U.S. Army. Er memes mare ec'h ijinas John Browning ar Browning Automatic Rifle (BAR) hag e voe krouet gant ijinourien Winchester asambles gantañ ar c'halibr munisionoù .50 BMG (12,7 × 99 mm) da vont ennañ.
Kalz arc'hant a oa bet amprestet gant an embregerezh Winchester e-pad ar brezel evit brasaat he froduerezh. Goude ar brezel he doe poan o restaoler an arc'hant-se abalamour da zigresk ar goulenn war an armoù hag ar munisionoù goude 1919. Armoù nevez a voe ijinet, evel ar Model 52 priziet adalek 1920 gant an dennerien sport, met ne zeuas ket an embregerezh a-benn da vont dreist an Enkadenn Veur. Freuzstal a reas hag adprenet e voe gant ar familh Olin.
Eil Brezel-bed
kemmañE-pad an Eil Brezel-bed e voe produet armoù-tan hiniennel e uzinoù Winchester, evel an M1 Garand hag an M1 Carbine. Goude ar brezel e produas ivez fuzuilhoù M14. Hiziv an deiz e vez implijet c'hoazh ar merk Winchester gant an Olin Company a brodu munisionoù dindan e anv. Daou embregerezh o deus ul lisañs evit produiñ armoù-tan dindan an anv Winchester : an FN Herstal (Belgia) ha Browning (SUA).
Produioù
kemmañFuzuilhoù ha karabinennoù brudetañ
kemmañ- Winchester Model 1866
- Winchester Model 1873
- Winchester Model 1876
- Winchester Model 1885
- Winchester Model 1886
- Winchester Model 1892
- Winchester Model 1894
- Winchester Model 1895
- Winchester Model 1897
- Winchester Model 1912
- Winchester Model 52
- Winchester Model 70
- Winchester Model 1200/1300
- Winchester Wildcat
Munisionoù ijinet gant an embregerezh
kemmañAn embregerezh a ijinas kalibroù munisionoù e-touez ar re vrudetañ, dreist-holl a-drugarez d'e labour gant John Browning. Ar braz anezhe a vez produet c'hoazh. Daou anezhe a zo chomet evel munisionoù standart armeoù AFNA (an .308 en e stumm milourel hag an .50 BMG).
- .22 WMR (.22 Magnum)
- .243 Winchester
- .270 Winchester
- .284 Winchester
- .30 Carbine
- .30-30 Winchester (.30 WCF)
- .308 Winchester
- .300 Winchester Magnum
- .350 Legend
Tro-dro da Winchester
kemmañ- Er western Winchester '73 (1950) e kemer perzh an aktour James Stewart en ur genstrivadeg evit gounit ur garabinenn Winchester M1873 ispisial : hervez ar vojenn e veze produet ur garabinenn dreistordinal diwar vil gant Winchester, uheloc'h he c'halite evit ar re all.
- Dastumadeg armoù, munisionoù ha dafar an embregerezh a zo er mirdi Cody Firearms Museum e Cody (Wyoming).[2]
- Ur garabinenn Winchester Model 1873 produet e 1882 zo bet kavet e 2014 harp ouzh ur wezenn-jenevreg e Great Basin National Park (Nevada, SUA). Eno e vije bet laosket ouzhpenn 100 vloaz zo. Lesanvet eo bet The Forgotten Winchester gant an arkeologourien.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 03/10/2024)
Daveennoù
kemmañ- ↑ (en) BOORMAN, Dean K., History of Winchester Firearms. Guilford, CT: Lyons Books, 2001, p. 19
- ↑ (en) NICHOLSON Ben, 18. Cody Firearms Museum (lennet d'an 08/08/2024)