12,7 × 99 mm NATO
An 12,7 × 99 mm NATO, anvet ivez .50 BMG (Browning Machine Gun) zo ur munision evit ar mindrailherezioù ponner hag ar fuzuilhoù-resisted implijet gant armeoù AFNA.
12,7 x 99 mm NATO .50 BMG | |
---|---|
A gleiz da zehou : .50 BMG, .300 Win Mag, .308 Winchester, 7,62 × 39 mm M43, 5,56 mm NATO, .22 Long Rifle. | |
Perzhioù | |
Kalibr | .50 BMG / 12,7 mm |
Doare korf an douilhez | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 12,98 mm |
Ø trogleuziñ | 12,65 mm |
Ø kolier | 14,22 mm |
Ø skoaz | 18,14 mm |
Ø korf an douilhez | 20,42 mm |
Ø strad | 20,42 mm |
Tevder ar strad | 2,26 mm |
Hirder an douilhez | 99,31 mm |
Hirder ar gartouchenn | 138,43 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 42 - 52 g |
Pouez ar gartouchenn | 115 g |
Tizh mont e-maez V0 | 860 - 928 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4 170 bar |
Energiezh ar vannadell | 17 952 - 20 195 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Istor
kemmañSavet eo bet ar munision-mañ gant an amerikan John M. Browning da vare ar Brezel-bed Kentañ. Soñjet e oa bet evel ur munision a-enep ar c'hirri-nij. Ur stumm brasoc'h eo eus ar c'hartouchennoù .30-06 Springfield. Ar vindrailherez ijinet evit tennañ munisionoù 12,7 × 99 mm eo ar Browning M2.
Ganet e oa diwar c'houlenn an United States Army Ordnance Corps a glaske ur munision dezhañ ur boled ponner, 820 m/s e dizh. Esaeoù kartouchennoù 11 mm a oa bet graet e Frañs dija. O fal a oa toullañ plakennoù houarnet tev. An embregerezh Winchester hag e ijinour John M. Browning a voe karget da sevel ar gartouchenn nevez hag e teuas ar .50 BMG diwar o labour.
Implijet e voe ar .50 BMG hag ar vindrailherez Browning M2 adalek 1921 gant an U.S. Army. Talvoudus e voe ar munision-mañ d'ar Gevredidi en Eil Brezel Bed dre ma c'halle toullañ ar braz eus gwiskadoù houarnet skañv ar c'harbedoù alaman. Ne voe ket ken efedus e bourzh ar c'hirri-nij amerikan peogwir e vanke galloud dezhañ da vezañ efedus en emgannoù en oabl. Implijet e voe memestra da aesaat pourveziañ armoù an USAAF.
Hiziv an deiz e vez implijet c'hoazh ar c'halibr-mañ hag ar vindrailherez Browning M2 montet e biñsaskelloù pe e karbedoù AFNA. A-wechoù e vez implijet gant soudarded war-droad evel mindrailherez skoazell.
Daoust dezhañ bezañ bet ijinet evit ar mindrailherezioù e vez graet gant ar munision-mañ e fuzuilhoù resisted uhel o c'halibr. Efedus eo evit distruj a-bell traoù n'int ket houarnet (radaroù, kirri-nij). Ne vez ket implijet a-enep tud a-bell peogwir n'eo ket ken resis ha kalibroù modernoc'h all (6,5 Creedmoor da skouer).
Daveennoù
kemmañ- taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP