Mindrailherez

Arm tan emgefreek gant ur gambr o tegemer bolodoù treutoc'h evit an 20 milimetrad
Mindrailherez
Mindrailherez
Soudarded alaman oc'h adkargañ ur vindrailherez MG42
Krouidigezh 1862
Lec'h krouidigezh Flag of the United States.svg Stadoù-Unanet Amerika
Doare arm Enep troadegiezh

Enep kirri-nij
Arm emgefreek

Mindrailherez a vez graet eus un arm emgefreek gant ur gambr o tegemer bolodoù treutoc'h evit an 20 milimetrad (reizhiad metrek pe .50 sistem imperial). An armoù dammheñvel met, o implij bolodoù tevoc'h a vez anvet kanolioù emgefreek.

Pal kentañ ar mindrailherezioù a zo da reiñ un tan galloudusoc'h ha pelloc'h evit an armoù hiniennel gant un niver a dennoù kalz uheloc'h hag hiroc'h.

Donedigezh ar vindrailherez war an tachennoù-emgann a vez gwelet evel ur sin eus ar Reveulzi greantel o tont etrezek bed ar brezel.

Bezañ e voe ar Gatling ar c'hentañ mindrailherez. Hervez hec'h ijiner e c'helled ober labour hanter-kant fuzuilh ganti (gant 400 bolod tennet dre vunutenn, ha 1 200 bep munutenn d'an uhelañ met en un doare teorikel). Dav e oa d'ar servijer mindrailherez treiñ un dornigell evit tennañ gant ur Gatling.

Peurliesañ e vez graet un diforc'h etre ur vindrailherez pounner (kavnez .30 pe uheloc'h) hag ar mindrailherezioù enep-troadegiezh. Evit ar re bounnerañ ez eo dav kaout daou pe dri den evit o implijout : unan evit tennañ ; un eil evit cheñch ar c'hanol goude ur mare (war un MG42, pep 10 000 bolod), hag a-wechoù, un trede den evit dougen ar bolodoù.

IstorAozañ

Ar c'hentañ vindrailherezioù a voe savet e kreiz an XIXvet kantved. Diazez ar vindrailherezioù a oa an niver uhel a dennoù diouzh renk ha dreist-holl ar mekanikerezh tennañ. Kroget eo gant ar Gatling gun e 1862, a voe degemeret en United States Navy. Ar re a vo war-lerc'h a chom reoù nerzhiet dre an daouarn o treiñ un dornigell. Ar c'hemm a zeuio gant ijinadenn Hiram Maxim, ar Maxim gun. An Doktor Gatling a glasko krouiñ mindrailherezioù oc'h implij kefluskerioù tredan; implijet e vez c'hoazh hiziv-an-deiz an doare-se e lod mindrailherezioù a-vremañ.

Ledan eo hag ez eo bet implij ar ger mindrailherez. Hervez ar ster teknikel a-vremañ e vez graet mindrailherez eus "un arm emgefreek penn da benn a garg, tenn hag adkarg keit a ma vez pouezet an diasker betek ma vefe echuet gant ar bolodoù pe ma vez paouezet da bouezañ war an diasker." Gant an termeniñ-se e vez lakaet a-gostez ar c'hentañ vindrailherezioù hag a oa reoù dre dornell evel ar volley guns pe ar re Gatling.

Armoù gant tennoù lies kentañAozañ

 
Sell a dost eus ur revolver matchlock gant eizh tenn (Alamagn e-tro 1580)

An armoù kentañ gant meur a denn a anavezer a oa reoù e-pad ar Grennamzer. Ar re-se a oa graet Ribauldequin anezho. Ar c'hentañ armoù gant ur c'hanol nemetken a c'helle tennañ meur a denn hep ma vefe rediet adkargañ bewech a voe ar revolver savet en Europa e-fin ar XVvet kantved. Unan anezho a zo un arm doare fuzuilh skoaz savet e Nürnberg, Alamagn, e-tro 1580. Unan all a zo un akebut, savte gant Hans Stopler eus Nürnberg e 1597.

Diaes e oa da sevel armoù a c'helle tennañ diouzh renk gant kanolioù hir d'ar mare-se. Ret e oa bet gortoz ijinadenn ar gouriz tennoù evit ma teufe da vezañ posubl. Ar mousked Kalthoff pe ar fuzuilh Cookson a oa bet savet met bihan niver er XVIIvet kantved.

Ar vindrailherez Maxim hag ar C'hentañ Brezel-bedAozañ

Ar c'hentañ vindrailherez emgefreek a voe ijinet e e 1884 gant Sir Hiram Maxim. Ar vindrailherez Maxim a implije nerzh distro ar bolod bet tennet evit tennañ an hini da c'hortoz e-serr nerzh an dorn o treiñ un dornell. Evel-se e oa kalz uheloc'h an niver a dennoù evit na oa re ar vindrailherezoù evel an Nordenfelt pe ar Gatling. Gant an ijinour Maxim e oa bet ouzhpennet ivez un doare yenaat dre zour, gant ur pod nepell diouzh kanaol ar vindrailherez. Kalz uheloc'h e oa temperadur ar vindrailherezoù nevez emgefreek evit na oa ar re dre zorn.

Ar vindrailherez Maxim a voe implijet buan dre ar bed, adkavet e voe e pep tu ar re engouestlet er C'hentañ Brezel-bed gant doareoù kemmet a nebeut hervez ar vro implijet. An doare ma oa bet savet ar vindrailherez-se a oa unan na implije ket kalz soudarded, a oa aesoc'h da fi ha staliañ evit na oa an Nordenfelt hag ar Gatling. E-pad ar C'hentañ Brezel-bed e oa bet diskouezhet anat nerzh galloudus ar vindrailherezoù. E 1912, e oa bet dafaret gant an United States Army, pevar mindrailherez dre rejimant troadegiezh. A-benn 1919 e oa 336 mindrailherez dre rejimant. Gant ar sifroù-se e weler sklaer ar plas a oa bet kemeret gant familh an armoù-se war an tachennoù brezel.

Mindrailherezoù ponneroc'h a voe savet diaezezet war ar Maxim evel ar vinrdailherez Vickers gant un toullad armoù all hervez ar vroioù hag a-feur ma bade ar brezel drastus. An Hotchkiss machine gun a voe unan eus ar re-se diazezet en XXvet kantved. Mindrailherezigoù a voe krouet ivez evel an MP 18 alaman da skouer, ha mindrailherezoù lijer evel ar Madsen, hag ar Chauchat pe Lewis gun. Ar re-se a voe implijet gant un niver uhel e-pad ar brezel. Ar vindrailherezoù nevez-se a oa da vezañ implijet dorn-ha-dorn gant ar vindrailherezoù ponneroc'h. An doare uhel niver da vervel e-pad ar brezel a oa bet dre ar c'hanolierezh, met gant implij an horjal dreinek, ar vindrailherezoù a oa deuet da vezañ ur spont bras evit soudarded an troadegiezh.[1]

Unan eus pazennoù modernat ar vindrailherez a-raok met dreist-holl e-pad ar brezel a voe ouzhpennadur un adkargañ emgefreek war-zu an armoù dorn, o tegas krouidigezh ar bistolennoù damm-emgefreek evel ar Borchardt (e-tro 1890), pistolennoù emgefreek ha goude-se ar vindrailherezigoù (evel ar Beretta 1918).

 
Francesco Baracca o poziñ dirak un Nieuport 11. Gwelet e vez anat ar vindrailherez war an askell.

Ar c'hentañ wech ma voe ouzhpennet mindrailherezoù war ar c'hirri-nij a voe e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. A-raok e oa bet dija blenerien o impij fuzuilhoù. Ur gudenn deknikel e voe raktal. An efedusañ evit un arm en ur c'harr-nij gant ur blenier nemetken a oa dirazhañ. Aesoc'h e oa evit tennañ met ar gudenn a oa penaos ober evit na vefe ket tennet war ar rod-viñs. An diskoulomoù kentañ d'ar gudenn-se, ouzhpenn kaout chañs, a oa bet kirri-nij gant ar rod-viñs en a-dreñv d'ar c'harr-nij evel ar Vickers F.B.5, Royal Aircraft Factory F.E.2 pe c'hoazh an Airco DH.2. Un diskoulm all a oa bet gant ar vindrailherezoù war an askellioù evel war an Nieuport 10 pe Nieuport 11. Evel-se ne oa ket tenn ebet a c'helle tizhout ar viñs. Un diskoulm all a oa bet da implij viñsoù metal evel ar re lakaet war ar Morane-Saulnier L evel-se ne oa ket grevus ma oa tennoù o tizhout ar viñs.

E-kreiz ar bloavezh 1915, e oa bet kavet un doare mekanikerezh klotadur etre ar vindrailherez ha troioù an rod-viñs. Al Luftstreitkräfte (Korfad impalaeriel nij alaman) eo en devoa krouet ar mekanikerezh-se, ar wech-mañ e oa dibosubl tennañ war ar rod-viñs. Ar Gevredidi no devoa ket krouet ur mekanikerezh evel-se betek ar bloavezh 1916 hag e-pad al lajad amzer-se e oa bet spontus evit ar blenerien kirri-nij brezel. Graet e oa bet Fokker Scourge eus ar mare-se, goude ma voe gwelet ar c'hentañ Fokker Eindecker, ar c'hentañ karr-nij alaman gant ar mekanikerezh-se o tizhout an tachennoù emgann.

Etre brezel hag Eil Brezel-bedAozañ

A-feur ma rede an amzer e oa bet gwelaet ar vindrailherezioù. Mare ar C'hentañ Brezel-bed a oa bet unan o tegas un implij bras eus an arm-se ha neuze gwelladennoù lies. Mindrailherezioù lijer a oa bet savet evel harp-tan d'ar strolladoù-stourm. Un ezhomm a oa ma vefent hezoug met gant un tan uhel ha kreñv.

Gant ma oa gwelaet an danvezioù diazez goude ar c'hentañ Brezel-bed, ar vindrailherezioù lijer a oa bet tu gwelaat a-benn bezañ hezoug muioc'h c'hoazh. An tresoù evel re ar Bren o devoa kemeret plas ar vindrailherezioù kosoc'h evel al Lewis gun evit tan-harp ar skouadrennoù troadegiezh. Anatoc'h-anatañ e oa an diforc'h etre ar vindrailherezioù etre evel ar M1919 Browning hag ar re ponner evel an M2 Browning. An tresoù nevez a zilaoske ar podoù dour evit yenaat ar vindrailherezoù, re ziaes e oa da genderc'hel gante evit armoù hezoug. Kalz aesoc'h e oa bet da implij kanolioù a veze tennet hag eskemmet gant reoù nevez.

Ar mare etre an daou brezel-bed a voe an hini o welout mindrailherezoù gant rolloù ledan, evel gant an MG34 alaman. Ar vindrailherezoù nevez-se a c'helle bezañ implijet evel reoù lijer pe etre, met diaes e oa sevel leun anezho, hag an arbennigourien a voe rediet adwelet an doare ma oant savet evit talañ ouzh ar gudenn-se, evel gant krouidigezh an MG42. Ar vindrailherez-se a oa simploc'h, marc'hamatoc'h da broduin, gant un tenn galloudusoc'h ha primmoc'h. Kemer a raio plas an MG34 en holl implijoù nemet eveit ar re war ar c'harbedoù. Ne oa ket aes kaout un MG42 dre ma oa ret cheñch alies ar c'hanol.

Brezel YenAozañ

An taolioù arnodiñ graet war an MG42 er Stadoù-Unanet Amerika o devoa diskouezet splann e oa ret kaout mindrailherezioù gwelloc'h gant an nerzhioù lu stadunanat. Rankout a rafe bezañ dammheñvel ouzh an M2 Browning, a gemere plas an M1919. Implij ar re MG42 tapet e fin ar brezel ne oa ket posubl. Neuz an arm na roe ket an tu da vezañ implijet gant tennadennoù berr adal ar skoaz evel ar BAR. Goude labourioù hir e voe savet ar vindrailherez M60. Implijet e vo evit ar wech kentañ war tachennoù emgann Brezel Vietnam.

En dazontAozañ

Ar vindrailherezoù a vez eus outo hiziv-an-deiz a zeu a-benn da dizhout ar c'hefridioù a vez fiziet ene ar pezh a laka an nevezadurioù da vont goustadik war-raok.

EndroadurAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. "Du-hont, paotr kaez, emezan, e oa eun ifern beza, gant o mindrailherezed milliget." Dek devez e Verdun, gant Jules Gros, pajenn 266