Hotchkiss Modèle 1914
An Hotchkiss Mle 1914, pe Mitrailleuse Hotchkiss modèle 1914 hervez hec'h anv ofisiel en arme c'hall, a oa ur vindrailherez produet gant an embregerezh gall Hotchkiss etre 1914 ha 1920. Unan eus an armoù-tan hiniennel pennañ implijet gant an arme c'hall e voe da vare ar Brezel-bed Kentañ[1].
Hotchkiss Modèle 1914 | |
---|---|
Ur vindrailherez Hotchkiss 1914 | |
Kinnig | |
Bro | Frañs |
Doare | Mindrailherez |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munisionoù | 8 mm Lebel Adstumm e 11 mm Gras |
Produerien | Hotchkiss |
Mare produiñ | 1914 - 1920 |
Niver produet | Ouzhpenn 65.000 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 23,6 kg |
Hirder | 1.270 mm |
Hirder ar c'hanol | 770 mm |
Perzhioù all | |
Tizh o vont e-maez | 724 m/s |
Lusk-tennañ teorikel | Etre 450 ha 600 tenn/mn (lusk reoliek) |
Endalc'h | Bandennadoù reut 24 pe 30 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Deskrivadur
kemmañDeveret e oa an Hotchkiss Mle 1914 eus ar mindrailherezioù Hotchkiss 1900 hag Hotchkiss 1909 implijet gant an arme c'hall e deroù an XXvet kantved. Mindrailherezioù yenaet dre aer e oant, kambret evit ar c'hartouchennoù standart 8 mm Lebel implijet er fuzuilhoù Lebel. Pourveziet e oant gant bandennadoù reut 24 pe 30 kartouchenn. Ar sistem-mañ a zegase kudennoù a-wechoù pa veze labezet pe lousaet ar bandennoù[1]. Un nebeud kemmoù a voe degaset war ar stumm 1914 : kreñvaet e voe ar piston, tennet al lamm hag ar sistem surentez kuit en o zouez. E 1916 e voe gwellaet c'hoazh an arm en ur ouzhpennañ da skouer un toull-heñchañ evit bandennadoù kartouchennoù soupl, ur saziladur evit biñsañ ur c'huzh-tan war veg ar c'hanol, hag ur c'houch brasaet[2].
Implij
kemmañAn Hotchkiss 1914 kentañ a voe produet e miz Kerzu 1914. Kemer a reas da vat plas ar mindrailherezioù Saint-Étienne Modèle 1907 hag Hotchkiss Mle 1909 e 1916 hepken, pa zivizas an arme c'hall e vije urzhiet kalz muioc'h evit a-raok. Ouzhpenn d'an arme c'hall e voe implijet gant an American Expeditionary Forces etre 1917 ha 1918. Ur stumm brasaet eus an Hotchkiss 1914, kambret e 11 mm Gras, a voe savet evit bezañ montet war ar c'hirri-nij brezel. Un nebeud kantadoù anezhe a voe produet hepken[2].
Abalamour d'ar stokoù munisionoù 8 mm divent a chome goude ar brezel, ne voe ket klasket erlec'hiañ an Hotchkiss 1914 diouzhtu en arme c'hall, ha chom a reas e servij betek ar bloavezhioù 1930. Skouerennoù anezhe a servijas e deroù an Eil Brezel-bed. Implijet e voe ivez gant an daou du da vare brezel diabarzh Spagn[3]. Meur a adstumm a voe produet evit broioù a bep seurt, ha int kambret e kalibroù all a-wechoù.
-
Soudarded stadunanat gant un Hotchkiss Mle 1914 e Frañs, 1918
-
Bandennad reut kartouchennoù 8 mm Lebel an Hotchkiss
Liammoù diavaez
kemmañ- Tresadennoù pezhioù un Hotchkiss Mle 1914 war lec'hienn Mirdi an Arme Pariz
- (fr) Deskrivadur dre ar munud, fotoioù ha tresadennoù pezhioù an Hotchkiss 1914 war al lec'hienn Armement Réglementaire français.
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 246
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) Mitrailleuses Hotchkiss war mitrailleuses.fr (lennet d'ar 07/09/2024)
- ↑ (en) HOWSON Gerald, Arms for Spain, St Martin's Press, 1998 (lenn enlinenn)