Arabat eo droukveskañ gant 8 × 27 mm pe 8 × 50 mm Mannlicher.

An 8 mm Lebel, pe 8 × 51 R hervez e anv ofisiel evit ar CIP (gwechall 8 × 50 R, met cheñchet e oa bet e anv evit chom hep droukveskañ gant an 8 × 50 mm Mannlicher), a oa ar munision ijinet evit ar fuzuilh Lebel e 1886. Implijet eo bet ivez en un nebeud armoù gall betek an Eil Brezel-bed dreist-holl.

8 mm Lebel
Skeudenn ar pennad 8 mm Lebel

Ur gartouchenn 8x51R anvet boaz 8 mm Lebel
Doare
Doare korf an douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Bro-C'hall Bro-C'hall
Muzulioù
Ø bannadell 8,3 mm
Ø trogleuziñ 8 mm
Ø kolier 8,85 mm
Ø skoaz 11,42 mm
Ø korf an douilhez 13,77 mm
Ø strad 16 mm
Tevder ar strad 1,40 mm
Hirder an douilhez 50,50 mm
Hirder ar gartouchenn 75 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 12,8 - 15 g
Tizh o vont e-maez V0 632 m/s (er fuzuilh Lebel)
Energiezh ar vannadell 3.364 - 3.751 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Krouidigezh

kemmañ

E miz Genver 1886 e c'houlennas ar jeneral Boulanger, ministr nevez ar Brezel e Frañs, e vije kinniget dezhañ er bloaz un arm hag ur munision nevez o tennañ gounid eus ar poultr hep moged ijinet e fin 1884 gant Paul Vieille. Pemp miz war-lerc'h e voe kinniget dezhañ ar fuzuilh Lebel hag ar gartouchenn 8 mm savet eviti. An daou a voe dibabet diouzhtu evit armeoù ar vro.[1]

Un araokadenn vras e oa ar gartouchenn 8 mm Lebel. Betek-neuze e veze implijet bannadelloù 11 mm o zreuzkiz, met a-drugarez d'ar poultr hep moged e c'helljod implijout bannadelloù bihanoc'h o zreuzkiz, dezhe tizhoù kalz uheloc'h evit reoù ar boledoù kaset gant poultr du (632 m/s evit ur boled Lebel, war-dro 350 m/s d'ar muiañ gant an doare kozh). Ar soudarded a c'helle ivez tennañ hep sevel pezhioù koumoul moged a zitoure o enebourien war o lec'h-tennañ. Boledoù an 8 mm Lebel e oa ar re gentañ gwisket gant mailhchor, memes ma rankjont bezañ savet e laton penn-da-benn adalek 1898 abalamour da gudennoù tarzhañ. Un nebeud adstummoù eus ar gartouchenn a voe savet betek ar Modèle 1932, he stumm diwezhañ.[1]

Implij

kemmañ

Implijet e voe ar c'hartouchennoù 8 x 51 R a-hed ar Brezel-bed Kentañ gant ar soudarded war-droad gall en o fuzuilh reoliek Lebel. Un nebeud armoù gall all a voe kambret evit ar munision-mañ, en o zouez :

Dilezet e voe ar c'halibr tamm-ha-tamm gant an arme c'hall adalek ar bloavezhioù 1920 dre m'o doa diskouezet ar munisionoù gant ur bourled bezañ kudennek en armoù aotomatek. Produet e vez c'hoazh kartouchennoù 8 mm Lebel evit an TAR (Tennañ gant Armoù Reoliek) gant un dornad embregerezhioù evel Fiocchi, Prvi Partizan pe Cartouches Sologne.

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) HUON Jean & BARRELIER Alain, Les cartouches 8 mm Lebel, Crépin-Leblond, 2016, 184 p., ISBN 9782703004141

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) 8 mm Lebel war Arme et Passion (lennet d'an 12/05/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan