Prvi Partizan zo un embregerezh munisionoù armoù-tan hiniennel diazezet e Užice (Serbia).

Krouet e oa bet e 1928 dindan an anv FOMU (Fabrika Oružja i Municije Užice, « Uzin Armoù ha Munisionoù Užice »). Goude an Eil Brezel-bed e tegemeras en e savadurioù an uzin munisionoù kuzh savet gant rezistanted Tito, anvet Prvi Partizan fabrika (« Labouradeg kentañ ar bartizaned »), ha chom a reas e anv evel-se[1]. Produiñ a ra 400 seurt kartouchennoù evit ar chaseal, ar sportoù tennañ pe an nerzhioù surentez e teir labouradeg hiziv-an-deiz. Tro 1.000 den a labour evit an embregerezh. Ouzhpenn ar munisionoù e werzh ostilhoù ha mekanikerezhioù evit an adkargañ.[2]

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) PPU - PRVI PARTIZAN war lec'hienn Commanderie de Navarre (lennet d'ar 04/09/2024)
  2. (en) Company war lec'hienn Prvi Partizan (lennet d'ar 04/09/2024).
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan