Er sportoù tennañ e renker an holl sportoù ma implijer un arm-tan pe un arbalastr da dizhout ur sibl (war baper pe e metal) pe pladennoù douar-pri (er ball-trap da skouer). Ar sportoù tennañ a vez meret gant bodadoù disheñvel er bed : an ISSF evit ar sportoù tennañ olimpek, an IPSC evit an tenn pleustrek hag an IAU evit an arbalastr. An tennañ zo ur sport olimpek abaoe 1896.[1]

Piktogram ofisiel ar sportoù tennañ er C'hoarioù Olimpek.

Da vare ar Brezel Kant Vloaz e voe goulennet gant pennoù-meur 'zo e kornôg Europa (Charlez V e 1369 e Rouantelezh Frañs[1], Yann V e 1407 e Breizh) e vije pleustret war an tennañ gant ar vourc'hizien evit ma c'halljent difenn o c'hêr o-unan. Diwar-se e teuas ar c'henstrivadegoù papigod, a voe poblek-tre e Breizh hag en Europa betek an XVIIIvet kantved. Enne e veze tennet gant arbalastroù ha gwaregoù da gentañ, ha gant akebutoù hag armoù-tan adalek ar XVvet kantved.

 
Ur genstrivadeg papigod e Roazhon, XVIvet kantved.

Diorren ha frammañ e dibenn an XIXvet kantved

kemmañ

Betek kreiz an XIXvet kantved e veze graet sportoù tennañ gant paotred pinvidik dreist-holl. Tamm-ha-tamm e voe enbarzhet an tennañ e luskad frammañ ha reolenniñ ar sportoù a oa d'ar mare-se.[2] E 1866 e voe krouet ar c'hevredigezhioù tennañ kentañ e Frañs.[1] Adalek ar bloavezhioù 1870 e voe digoret an tennañ da izili ar meteier sokial izeloc'h. Kevredigezhioù publik a voe savet, ha int arc'hantaouet gant ar c'humunioù o-unan a-wechoù. Ministrerezh ar Brezel a grouas e Bro-C'hall an USFT (Union des Sociétés de Tir de France). Kement-se a vleuniaoue en aergelc'h veñjañs ha digoll goude ar brezel kollet a-enep Prusia. E 1882 e voe krouet er skolioù ar Bataillons scolaires, o fal brudañ mennozhioù ar Republik ha deskiñ an tennañ d'ar baotred yaouank a-drugarez da armoù bihan o c'halibr ha kopiet diwar armoù reoliek an arme c'hall. E 1886 e konted 43.326 skoliad e 146 batailhon a seurt-se[3]. E 1896 e voe degemeret ar sportoù tennañ er C'hoarioù Olimpek nevez gant souten Pierre de Coubertin.

Brezel-bed Kentañ

kemmañ

Tro 400.000 ezel a oa bodet e 3.162 gevredigezh an USFT da vare deroù ar Brezel-bed Kentañ e 1914. D'an 3 a viz Meurzh e c'halvas Henri Desgrange, rener ar gazetenn sportoù L'Auto, da gemer perzh e « match bras » ar brezel[4]. Heuliet e voe un nebeud devezhioù war-lerc'h gant renerien an USFT a c'halvas hec'h izili da rollañ en arme evit difenn o bro. O fal e oa ivez prouiñ e oa talvoudus kelenn an tennañ d'ar siviled evit prientiñ brezelioù. E-pad ar brezel e voe diskouezet koulskoude ne gorde ket hentennoù ha doareoù ar sportoù tennañ gant doktrin an arme. Betek fin ar brezel e stourmas an USFT evit ledanaat kelenn an armoù d'ar muiañ-niver a siviled, hep kemer e kont koulskoude pouez brasoc'h-brasoc'h ar c'hanolierezh en emgannoù. Lakaat a reas war-wel taolioù-dreist hec'h izili war an talbenn en he c'helaouenn Tir National. Er standoù tennañ e tiwanas sibloù nevez, warne pennoù soudarded alaman. E 1919 e nac'has an USTF da gaout darempredoù gant tennerien alaman, aostrian, hungariat pe turk. Aotreet e voe an dennerien alaman da gemer perzh er C'hoarioù Olimpek en-dro e 1928 nemetken.[2]

Kreiz an XXvet kantved ha ganedigezh an FFT

kemmañ
 
Ur genstrivadeg bench-rest e Malabar Headland, Aostralia

Goude ar Brezel-bed Kentañ e kollas tachenn ar sportoù tennañ e Frañs. Dismantret e voe an USTF e 1953, hag adanvet e voe FFST (Fédération Française des Sociétés de Tir). Betek ar bloavezhioù 1960 e voe graet sportoù tennañ gant poliserien, archerien pe maltouterien evit pleustriñ dreist-holl. Kreskiñ a rae plas an dudiamantoù hag ar sportoù er gevredigezh d'ar mare-se. D'ar 15 a viz Meurzh 1967 e voe krouet an FFT (Fédération Française de Tir) diwar an unaniezh etre an FFST hag an FFTAC (Fédération Française de Tir aux Armes de Chasse [1]). Ledanaat a reas tamm-ha-tamm publik an FFT. Kreskiñ a ra niver hec'h izili abaoe un nebeud bloavezhioù (226.500 ezel e 2019[5], war-dro 246.000 e 2023/2024[6] hag ouzhpenn 267.000 e dibenn 2024[7]). Ar 14vet kevredad sportoù eo e Frañs e-keñver an niver a izili. N'eo ket uhel an niver a verc'hed ennañ (28.169 e 2023, da lavaret 11%) met kreskiñ a ra ivez e-keñver ar bloavezhioù kent[6]. Bodañ a ra sportoù tennañ disheñvel :

  • arbalastr
  • armoù kozh
  • benchrest
  • karabinenn
  • sibloù lusk
  • skolioù-tennañ
  • para-tennañ
  • pistolenn
  • sibloù metal
  • TAR (Tennañ gant Armoù Reolius)
  • tennañ war pladennoù
  • tenn pleustrek (dindan an anv Tir Sport de Vitesse)

An FFBT (Fédération Française de Ball-Trap), un disrann eus an FFT abaoe 1985, a ra war-dro aozañ variezonoù ar Ball-Trap, evel ar fos hollvedel pe an hentad chaseal.

E Breizh

kemmañ

E 2024 e oa 13 kleub tennañ stag ouzh an FFTir e Liger-Atlantel[8] ha 83 kleub e peurrest Breizh. 8 600 tenner(ez) a gaved e pevar departamant ar rannvro melestradurel[9].

Amprouennoù olimpek

kemmañ

Da vare ar C'hoarioù Olimpek Hañv e 2024 e voe kaset an amprouennoù da heul e CNTS Châteauroux [10]:

  • Karabinenn dre aer da 10 metr (kemmesk, paotred ha merc'hed)
  • Pistolenn dre aer da 10 metr (kemmesk, paotred ha merc'hed)
  • Fos olimpek (paotred, merc'hed)
  • Karabinenn da 50 metr tri savlec'h (paotred, merc'hed)
  • Pistolenn da 25 metr (paotred, merc'hed)
  • Skeet (paotred, merc'hed)
  • Pistolenn tizh da 25 metr (paotred)

Sportourien vrudet

kemmañ

E-mesk an dennerien ha tennerezed bet tapet gante medalennoù olimpek e kaver :

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (fr) La FFTir et son histoire war lec'hienn ar c'hevredad, 21/06/2023 (lennet d'an 03/07/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) DIETSCHY Paul, Le tir sportif en guerre : l'Union des Sociétés de Tir de France de 1912 à 1920, in Les Français et les armes à feu de 1789 à nos jours, pp. 323-334
  3. (fr) Les bataillons scolaires war Le temps des instituteurs (lennet d'ar 04/07/2024)
  4. (fr) L'Auto, n° 5010, 03/08/1914
  5. Hervez Manuel de tir sportif embannet gant an FFT, stumm 2023.
  6. 6,0 ha6,1 (fr) La FFTir, une fédération en pleine forme war lec'hienn ar c'heveredad, 06/02/2024 (lennet d'an 03/07/2024)
  7. (fr) Hervez pajenn degemer ITAC, ostilh merañ ar c'hevredad (lennet d'ar 16/12/2024)
  8. (fr) Clubs de tirs sportif Loire-Atlantique war bajenn kevredad ar "Pays de la Loire" (lennet d'ar 16/12/2024)
  9. (fr) La Ligue war bajenn kevredad ar rannvro velestradurel (lennet d'ar 16/12/2024)
  10. (fr) Calendrier Olympique Tir, war lec'hienn ofisiel ar C'hoarioù Olimpek (lennet d'ar 24/06/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan