Trede Republik c'hall

An Trede Republik C'hall eo reizhad politikel ar stad c'hall adalek 1870 betek 1940. E 1870 e c'hoarvezas fin an Eil impalaeriezh c'hall, hag e 1940 e krogas aloubadeg an armeoù alaman, ma voe diskaret an Trede republik ha savet ar Stad C'hall gant Philippe Pétain.

Gambetta o tiskleriañ an Trede Republik C'hall e ti kêr Pariz d'ar 4 a viz Gwnegolo 1870.

Koulskoude, stricto sensu, ne voe savet da vat nemet e 1875. Etre 1870 ha 1875 eta e voe ur marevezh arvar.

IstorAozañ

Dilennidi kentañ bodadenn vroadel an Trede Republik a oa, evit an darn vrasañ, roueelourien pe, daoust dezhe da vezañ nebeutoc'h, Bonapartourien. Daoust da se e teuas ar renad republikan a-benn da vezañ degemeret ha da ren buhez ar vro e-pad 65 vloaz, da lâret eo pelloc'h evit an holl renadoù abaoe an Dispac'h gall ha kement-se daoust da enkadennoù politikel a-bouez evel Gwallskouer ar medalennoù, Gwallskouer Panama, Enkadenn Boulanger, an afer Dreyfus, diazezadur al likelezh gant lezenn disparti an ilizoù hag ar stad, krouidigezh ar skolioù publik, ha kement zo. Hiziv c'hoazh ez eo an hirañ eus holl ar republikoù gall hag ar renad hirañ anavet gant Bro-C'hall abaoe 1789.

Poltredoù Pevarzek prezidant an Trede Republik C'hallAozañ

An titl a oa « président de la République française ».An deiziadoù a zo penn-kentañ ha fin ar c'hannad.