Eil Impalaeriezh c'hall
An Eil Impalaeriezh c'hall (Galleg: Second Empire) a oa ur sistem bonreizhel ha politikel savet d'an 2 a viz Kerzu 1852, pa zeuas Louis-Napoléon Bonaparte, prezidant an Eil Republik c'hall, da vezañ Napoléon III, Impalaer ar C'hallaoued. Ar ren politikel-se a vo diskaret e 1870 pa vo savet an Trede Republik c'hall.
Abaoe al levr L'Histoire de la France contemporaine gant Ernest Lavisse, e vez gwelet daou brantad en Eil Impalaeriezh :
- an hini kentañ, an doare aotrouniek etre 1852 betek 1860,
- an eil, ar prantad frankizour etre 1860 ha 1870.
Diskaret e voe an Eil Impalaeriezh d'ar 4 a viz Gwengolo 1870 goude Emgann Sedan, e-pad ar brezel a-enep Prusia, un nerzh hag a oa o kreskiñ en Europa hag a oa sturiet gant ar c'hañseller Otto von Bismarck.
Taol-stad 1851Aozañ
* Pennad spisoc'h: Taol-Stad an 2 a viz Kerzu 1851
Taol-Stad an 2 a viz Kerzu 1851 a grou an Eil Impalaeriezh. Fin eo d'an emgann politikel etre ar strollad Parti de l'Ordre (muiañ-niver er parlamant) hag ar Vonapartisted aotrouniek. En ur implij doareoù tort difennerien ar republik a implije arguzenn reizhded ar vonreizh, ar vonapartisted a zisklêr bezañ a-du kren gant ar vouezhiadeg hollek, met lakaet da dalvezout kreñvoc'h evit galloud ar vonreizh. Goulennet e vez d'ar bobl bezañ mammenn nemetañ reizhded ar galloud. Lakaet e vez en-dro ar vouezhiadeg hollek paotr a oa bet gwanaet gant ar vodadeg vroadel. Ouzhpenn da-se e vez restaolet ar gwir d'ar voterien da votiñ end-eeun evit o c'hannaded.