Otto von Bismarck
Otto Eduard Leopold von Bismarck-Schönhausen, kont Bismarck-Schönhausen, mael (priñs) Bismarck, dug Lauenburg (ganet d'ar 1añ a viz e Schönhausen, ha marv d'an 30 a viz Gouere 1898 e Friedrichsruh bei Aumühle) a voe ur politikour hag un den-a-Stad alaman. Etre 1862 ha 1890 e oa kentañ ministr Prusia, Bundeskanzler des Norddeutschen Bundes ("Kañseller Kengevread Alamagn an Norzh") etre 1867 ha 1871. Hag ac'houde 1871 betek 1890 e voe Reichskanzler des Deutschen Reiches ("Kañseller Impalaeriezh Alaman"), lec'h ma en doe ur galloud kreñv-meurbet war istor Europa. Bismarck eo hini en deus lakaet ar stadoù alaman da vout unaniet en un impalaeriezh kreizennet gant ur framm melestradurel a chomas betek hiriv an deiz. Ur reizhiad leveoù dre ret evit al labourerien a voe krouet gantañ.
Da gentañ e oa un diplomat evit parlamant ar c'hengevread alaman etre 1851 ha 1862 hag e voe e darempred gant Frañs ha Rusia. E-kerzh an tabut a dremene e parlamant Prusia, e voe anvet Ministr kentañ gant ar Roue Wilhelm Iañ e 1862. E-pad e emgann a-enep ar frankizourien e tiskoulmas ar bec'h etre Prusia hag Aostria-Hungaria hag o c'hourlakaas mestrerezh prusian war ar bed german a-bezh. Ar Brezel Gall-Prusian eus 1870 a voe renet gant Bismarck hag e drec'hded a zegasas krouidigezh an Impalaeriezh Alaman.
Ur politikour mirour e voe ha stourm a reas a-enep al luskad sokial-demokratel. Meur a strollad a voe berzet gantañ er bloavezhioù 1880.
Yaouankiz
kemmañGanet e oa e Schönhausen, en ur familh binvidik e kornôg Berlin, e proviñs prusian Saks. An tad, Karl Wilhelm Ferdinand von Bismarck (1771–1845), a oa ur Junker perc'henn domani hag ofisour milourel prusian. Ar vamm, Wilhelmine Luise Mencken (1789–1839), a oa ur vaouez desket mat eus ur penn e gouarnamant ofisiel Berlin. Daou vugel all a oa: ur breur henañ Bernhard (1810–1893) hag ur c'hoar yaouankoc'h (1827–1908). Bismarck a blije dezhañ ar skeudenn a Junker a oa gantañ. Setu perak e plije dezhañ bezañ gwelet en unwiskoù soudard. Bismarck a oa bet desket mat ha mailh war ar c'homz. Ouzhpenn an alamaneg, e yezh vamm, e vestronie ar saozneg, ar galleg, an italianeg, ar poloneg hag ar rusianeg.
Skoliet a oa bet e skol Johann Ernst Plamann, hag e skol Friedrich-Wilhelm ha Graues Kloster evit an eil derez. Etre 1832 ha 1833, e oa bet o studiañ ar Gwir e Skol-veur Göttingen, eno e oa ezel eus ar Corps Hannovera Göttingen. Goude-se e oa bet e Skol-veur Berlin (1833–35).