Proviñs Saks (Provinz Sachsen en alamaneg) a oa ur broviñs e Prusia gwechall, e Rouantelezh Prusia da gentañ, e Stad dieub Prusia goude.

Proviñs Saks (en ruz) e-barzh Rouantelezh Prusia (en glas)

Magdeburg e oa ar gêr-benn, hag en 1946 e oa Halle.

Krouet e voe Proviñs Saks e Prusia e 1815 gant douaroù kemeret gant Prusia digant Rouantelezh Saks.

Ouzh ar broviñs-se e voe staget Anhalt, en 1947, d'ober land Saks-Anhalt en takad dindan an armeoù soviedek. Dilamet e voe ar rannidigezh-se e 1952, hag adlakaet en Alamagn adunvanet.