Anhalt a oa ur gontelezh dizalc'h, hag un dugelezh adal 1806, en hanternoz an impalaeriezh alaman hag a zo bremañ e Saks-Anhalt.

Dugelezh Anhalt en impalaeriezh alaman

Dont a ra an anv eus kastell kozh Anhalt, e koad Harz, kouezhet en e boull. E-kreiz Prusia edo, en hanternoz e oa Brandenburg, er c'hornog edo Proviñs Saks (e Prusia) ha Braunschweig, er c'hreisteiz edo Rouantelezh Saks.

Dessau e oa ar gêr-benn.

Div lodenn a oa : Anhalt ar reter hag Anhalt ar c'hornog, ha pemp enklozadur e Proviñs Saks : Alsleben, Muhlingen, Dornburg, Goednitz ha Tilkerode-Abberode.

Rannidigezh

kemmañ

E 1603 e voe rannet Anhalt etre pemp mab Joachim Ernest : Anhalt-Dessau, Anhalt-Bernburg, Anhalt-Köthen, Anhalt-Zerbst hag Anhalt-Plötzkau.