Yann V (dug Breizh)
Yann V, lesanvet Yann ar Fur a voe ganet d'ar 24 a viz Kerzu 1389 ha marvet d'an 29 a viz Eost 1442, e maner La Touche e-kichen Naoned, a oa dug Breizh eus 1399 betek 1442.
Mab e oa d'an dug Yann IV ha d'e drede gwreg, Janed Navarra.
Lod eus an istorourien, a zalc'h kont eus ren Yann Moñforzh, hag a ra Yann VI anezhañ.
Dont a reas da vezañ dug pa oa dek vloaz dindan gward dug Bourgogn. Ar peoc'h a reas gant Charlez VI ha gant Olier Klison, enebour e dad.
E 1404 e trec'has ar Saozon e-kichen Brest. Broc'hañ a reas gant Klison hag e oa war-nes lakaat seziz warnañ, pa varvas egile. Kevredet e oa gant ar C'hallaoued a-enep ar Saozon e diwezh ar Brezel Kant Vloaz met erruout a reas war an dachenn goude emgann Azincourt hepken. Evel-se memes tra e c'hounezas kêr Sant-Maloù (a oa staget ouzh ar rouantelezh neuze) evel ma oa bet divizet en eskemm eus e gevredadenn gant roue Bro-C'hall. Klask a reas goude se chom etre an div gostezenn saoz ha gall : Sinañ a reas skrid-emglev Troyes a lame ar rouantelezh digant Charlez VII, met aotre a roas d'e vreur Arzhur, Konestabl Richemont da vrezeliñ evit ar roue-se.
Dimeziñ ha bugaleAozañ
Dimezet e oa da Janed Bro-C'hall (1391-1433), ur verc'h d'ar roue gall Charlez VI, hag a roas seizh bugel dezhañ.
En e raok: Yann IV |
Rouaned ha Duged Breizh 1399 – 1442 |
War e lerc'h: Frañsez Iañ |