Yann II (dug Breizh)
Yann II (dug Breizh) | |
Siell Yann II | |
Dug Breizh | |
Ren | 8 a viz Here 1286 18 a viz Du 1305 |
---|---|
A-raok | Yann Iañ |
Goude | Arzhur II |
Buhez | |
Ganet | 3/4 a viz Genver 1239 |
Marvet | 18 a viz Du 1305 Lyon, Bro-C'hall |
Bez | Ploermael, Breizh |
Tiegezh | Dreux |
Tad | Yann Iañ, dug Breizh |
Mamm | Blanche Navarra |
Priedoù | Beatris Bro-Saoz (1260, m. 1275) |
Diskennidi | Arzhur II, dug Breizh |
Relijion | Katolik |
Yann II (3 a viz Genver 1239 – 18 a viz Du 1305, Lyon) zo bet dug Breizh eus 1286 da 1305), ha kont Richmond (1268-1305).
Mab e oa da Yann Iañ ar Rouz, dug Breizh, ha d'e bried Blanche de Navarre (1226-1283).
Buhez
kemmañKemer a reas perzh en eizhvet kroaziadeg gant e dad ha sant Loeiz. Houmañ a echuas gant marv ar roue dirak Tunis e 1271. E-keit ha ma teue e dad da Vreizh en-dro, ez eas da Balestina, gant an navet kroaziadeg, moarvat, a oa renet gant e vreur-kaer Edouarzh Iañ, roue Bro-Saoz.
E 1285 ez eas gant Fulup III, roue Bro-C'hall da vrezeliñ a-enep roue Aragon (Kroaziadeg Aragon). Breur-kaer roue Bro-Saoz e oa hag anvet e voe gantañ da benngabiten Akwitania a zifennas a-enep arme roue Bro-C'hall renet gant Charlez Valois. Met koll e voe Yann II hag aloubet e voe Breizh. Terriñ a reas neuze e gevredad gant Rouantelezh Bro-Saoz ha gwellaat a reas e zarempredoù gant rouantelezh Bro-C'hall. Dimeziñ a reas e vab-bihan a deufe da vezañ Yann III gant Izabel, merc'h Charlez Valois hag e voe graet ur « pairie » eus e zugelezh.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimezet e oa da Beatris Bro-Saoz (1242 - 1275), merc'h da Herri III hag Éléonore de Provence. C'hwec'h bugel o devoe:
- Arzhur II, Dug Breizh (1262–1312)
- Yann, kont Richmond (c.1266–1334)
- Mari, kontez Saint-Pol (1268-1339)
- Pêr, beskont Leon (1269–1312)
- Blanche (1271–1327)
- Eleonora (1275-1342), abadez Fontevraud (1275–1342)
En e raok: Yann Iañ ar Rouz |
Rouaned ha Duged Breizh 1286 – 1305 |
War e lerc'h: Arzhur II |