Enor Richmond eo an anv a vez graet eus an dalc'h, e gwalarn Yorkshire hiziv, hag a voe roet d'ar c'hont breizhad Alan ar Rouz gant ar roue Gwilherm an Alouber e 1071. An dalc'h-se, hag a oa gouest da bourveziñ peadra da servij 60 marc'heg, a oa unan eus ar re vrasañ eus Bro-Saoz norman[1]. An darn vrasañ eus an douaroù-se a oa bet d'ar roue Edwin Mercia a-raok.

Sede pelec'h e oa Enor Richmond e Bro-Saoz
Enor Richmond e 1071

Dalc'herien Enor Richmond

kemmañ

An dud-se a veze graet « aotrouien Richmond » (Lords of Richmond e saozneg) anezho. Distaget e veze Enor Richmond a-wechoù diouzh titl kont Richmond pe, diwezhatoc'h, diouzh hini dug Richmond. Darnel e vez ar gwirioù roet gant ar roue saoz ha kastell Richmond ne veze ket lod anezho atav.

Notennoù

kemmañ
  1. Butler, Lawrence (2003). "4.The origins of the honour of Richmond and its castles", in Robert Liddiard: Anglo Norman Castles. Woodbridge, Suffolk : The Boydell Press. 91–95 p. ISBN 0851159044. 

Levrlennadur

kemmañ
  • Jeulin, Paul, Un grand « Honneur » anglais. Aperçus sur le « comté » de Richmond en Angleterre, possession des ducs de Bretagne, Annales de Bretagne XLII, p. 265
  • Chartier, Erwan, L'Honneur de Richmond, Manoirs et châteaux des pays de Bretagne, niv. 9

Pennad kar

kemmañ