Alan ar Rouz
- Alan ar Rouz a vez graet ivez a-wechoù eus Alan IV, dug Breizh.
Alan ar Rouz (anvet Alan Rufus en latin, Alain le Roux e galleg hag Alan the Red en saozneg) (war-dro 1040 – 4 a viz Eost 1093)[1]), aotrou Richmond, a voe ur Breizhad a renk uhel a gemeras perzh en aloubadeg Bro-Saoz gant an Normaned e 1066, hag a deuas da vout unan eus aotrounez pinvidikañ e vro nevez. Ar Rouz a veze lavaret anezhañ peogwir e oa rous e vlev, a-hervez, hag eus e niz e veze lavaret Alan an Du .
E vuhez
kemmañE diegezh
kemmañEil mab kont Pentevr e oa. E dad, Eozen Pentevr († 1079), a voe rejant Dugelezh Breizh entre 1040 ha 1047, hag e vamm, Agnès Kerne, a oa merc'h da Alain Canhiart kont Kerne .
Kar e oa da Duged Breizh, ha dre ma oa e dad o ren war un darn vras eus ar vro etre 1040 ha 1056 en devoa gwir da vezañ anvet Alan kont Breizh . Kenderv a bell e oa ivez da Gwilherm an Alouber dre Hawiz Normandi (e vamm-gozh?).
Droukvesk zo bet etrezañ hag Alan IV, dug eus 1084 betek 1112, evel gant ar barzh Wace, en XIIvet kantved, en e Roman de Rou, pe evel gant an istorour E. A. Freeman. Mesk zo bet ivez a-wechoù etrezañ hag e dad-kozh Alan Canhiart.
Aloubadeg Bro-Saoz
kemmañTost sur eo e voe pedet da gemer perzh en aloubadeg Bro-Saoz gant e genderv hag edo en emgann Hastings e 1066 gant e vreur Brian[2]., ma oa ur rannarme a Vretoned dindan e urzhioù pe re e vreur.
En e varzhoneg Lestorie des Engles (savet entre 1135 ha 1147) e skriv Geoffroy Gaimar 20 gwerzenn hag e lavar edo Alan en emgann[3]. Wace a skriv edo en tu kleiz d'an armead, hag a ra Alan Fergant anezhañ, ur fazi anat[3].
En 1069 en em gannas e vreur Brian da ziarbenn un arsailh kaset gant mibien ar roue Harold II en Exeter, ha neuze e tistroas da Vreizh. Alan ar Rouz a zeuas neuze da vout rener Bretoned Breizh-Veur. Test e veze alies pa veze sinet kartaoù gant ar roue[4], hag unan eus kuzulierien veur ar roue e oa[5] hag a ranke bout en-dro dezhañ alies-bras[6]. Divrud eo chomet rak evel baron leal d'ar roue ne veze ket anv anezhañ alies e kronikoù an amzer.
D'e drugarekaat e voe roet douaroù a-leizh dezhañ e Yorkshire. An douaroù-se a oa bet, a-raok Bloavezhioù freuz 1069-1070, d'ar c'hont Edwin Mercia († 1071).
En 1086, pa voe savet ar Domesday Book, en devoa 440 aotrouniezhs[7] a-strew en 11 kontelezh. Ar braz eus an douaroù a oa e Yorkshire, Lincolnshire, East Anglia, hag e mervent ar vro. An douaroù kentañ en devoa bet moarvat e Cambridgeshire.
Enor Richmond
kemmañE Yorkshire en devoa tostik da 200 aotrouniezh, hag holl en ur bloc'had, un dra divoas en amzer-se, rak ne roe Gwilherm an Alouber nemet douaroù a-strew d'e wizien, evit ma n'halljent ket o difenn re aes ma teuje dezho en em sevel a-enep dezhañ. Eus an holl zouaroù-se eo e veze graet « enor Richmond». Hennezh a oa unan eus an tri bloc'had douaroù gladdalc'hel krouet gant Gwilherm an Alouber. E lodenn Alan ar Rouz e oa 199 aotrouniezh, ha 43 ferc'henniezh all, ha gant se e oa un arme eus ar c'hreñvañ e gwalarn Yorkshire, e kroashent an tremen o tont eus Bro-Skos da vont war-du York. Ken bras e oa an enor-se ma'z eo aet d'ober Richmondshire a hiziv. A-wechoù e vez lavaret e oa kont Richmond, met biskoazh ne voe roet an titl-se dezhañ gant Gwilherm an Alouber.
En 1075 e voe roet dezhañ douaroù ouzhpenn: ar re-se a oa bet d'ar baron Raoul Iañ Gael, kont Norfolk, hag a oa bet dilamet digantañ da vare Emsavadeg ar gonted. Gant an douaroù-se e oa an trede brasañ baron e Bro-Saoz da neuze, dirak Gwilherm Iañ Warenne[8].
Dibenn e vuhez
kemmañLakaat a reas sevel kastell Richmond a-us d'ar stêr Swale, adalek 1071[9]. E-kreiz e enor e oa hag anezhañ e teu anv an enor.
War-dro dibenn ren Gwilherm e oa e penn arme ar roue o lakaat seziz war Hubert de Beaumont-au-Maine, beskont Maine, repuet e kastell Sainte-Suzanne[10]. Tri bloaz e padas ar seziz, hag ur Breizhad all a voe lakaet e lec'h Alan ar Rouz e penn arme ar roue goude ur pennad.
Pa varvas an Alouber e chomas feal d'e vab, Gwilherm ar Rouz. E sikour a reas da virout e gurunenn e-pad emsavadeg 1088, ha perzh bras a gemeras e prosez eskob Durham Guillaume de Saint-Calais a c'hoarvezas goude.
Pennadoù kar
kemmañLiamm diavaez
kemmañ- K. S. B. Keats-Rohan, « Alan Rufus (d. 1093) », en Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, 2004. Lennet e Miz Du 2008.
Levrlennadur
kemmañ- André Wilmart, « Alain le Roux et Alain le Noir », Annales de Bretagne, levrenn 38 (1929), p. 576-602.
- J. F. A. Mason, « The 'Honour of Richmond' in 1086 », The English Historical Review, levrenn 78, niv. 309 (Here 1963), p. 703-704.
Notennoù
kemmañ- ↑ Walter Fröhlich, « The Letters Omitted from Anselm's Collection of Letters », en Anglo-Norman Studies VI : Proceedinds of the Battle Conference, embannet gant Reginald Allen Brown, Éd. Boydell & Brewer, 1984, p. 65. (ISBN 0-85115-197-3).
- ↑ D. C. Douglas, « Companions of the Conqueror », en History, Patrom:Vol.28 (1943), p. 129-147, hag en William the Conqueror, p. 268, ma tiskleir edo Alan e-touez ar bagadoù breizhat a emgannas en Hastings.
- ↑ 3,0 ha3,1 André Wilmart, « Alain le Roux et Alain le Noir », Annales de Bretagne, Patrom:Vol.38 (1929), p. 576-602.
- ↑ J. O. Prestwich, « The Military Household of the Norman Kings », en The English Historical Review, levrenn 96, niverenn 378 (jan. 1981), pajennoù 1-35.
- ↑ Gant hantervreudeur ar roue, Richard de Bienfaite, Roger II de Montgommery ha Guillaume Iañ.
- ↑ D. C. Douglas, William the Conqueror, Londrez, 1964, pajenn 286.
- ↑ Richard Muir, The Yorkshire Countryside, A Landscape History, Edinburgh University Press, 1997, p. 172. (ISBN 1-85331-198-7).
- ↑ J. F. A. Mason, « The 'Honour of Richmond' in 1086 », dans The English Historical Review, levrenn 78, niverenn 309 (Here . 1963), pajennoù 703-704.
- ↑ Adrian Pettifer, English Castles, Éd. Boydell & Brewer, 2002, p. 295 (ISBN 0-85115-782-3).
- ↑ Orderic Vital, Histoire de la Normandie, Éd. Guizot, 1826, Patrom:Vol.III, Patrom:T.VI, p. 170-172.