Kont Richmond zo un titl kozh e noblañs Bro-Saoz, a zo bet douget gant Bretoned, duged Breizh dreist-holl, ha Normaned, tud eus an tiegezhioù Plantagenet, Capet, Savoy, Tudor ha Stuart. Disheñvel eo an titl diouzh Enor Richmond, a oa douaroù e kontelezh Richmond.

Kêr Richmond zo e hanternoz Yorkshire.

Alan ar Rouz hag e vreudeur

kemmañ

War-dro 1071 e voe roet douaroù bras e Yorkshire da Alan ar Rouz, mab da gont Pentevr ha kar da zuged Breizh, gant ar roue Gwilherm. An dachenn roet, a oa unan eus an tri bloc'had brasañ a zouaroù a oa e Bro-Saoz, a oa bet da Edwin († 1071), kont Mercia, a oaen em savet en 1069-1070. 200 aotrouniezh a oa anezhi,un niver souezhus-bras.

Gwelet ivez

kemmañ