Gwilherm II (dug Normandi)
|
Gwilherm II, dug Normandi, ganet e Falaise war-dro 1027, ha marvet e Rouen d'an 9 a viz Gwengolo 1087, a oa anavezet ivez evel Gwilherm ar Bastard, Gwilherm an Alouber, ha Gwilherm Iañ Bro-Saoz.
E vuhez
kemmañMab bastard e oa da Roperzh, dug Normandi, ha da Herleva Falaise (Arlette e galleg). Anvet e voe da zug da varv e dad, pa oa 8 vloaz. Goude ur pennad bec'h bras e voe trec'h en emgann Val-ès-Dunes, en 1047.
War-dro 1050 e timezas da Matilda Flandrez hag e tiazezas e c'halloud e Normandi ma savas un dugelezh c'halloudus, doujet gant Rouaned bro-C'hall, Herri Iañ (1031-1060) ha Fulup Iañ (1060-1108).
Aloubiñ a reas Bro-Saoz e 1066 ha trec'h e voe en emgann Hastings. Kurunennet e voe evel Gwilherm Iañ, roue Bro-Saoz. Da-heul an trec'h -se e oa galloudusañ roue Europa ar c'hornôg.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimeziñ a reas da Matilda Flandrez. Pevar bugel o doe:
- Roparzh, anavet e galleg evel Robert Courteheuse(Berr-e-heuz), dug Normandi
- Gwilherm, a renas e Bro-Saoz war-lerc'h e dad
- Adela Bro-Saoz
- Herri Iañ (Bro-Saoz)
En e raok: Roparzh an Diaoul |
Dug Normandi 1035 – 1087 |
War e lerc'h: Roparzh II (dug Normandi) |
En e raok: Harold II |
Roue Bro-Saoz 1066 - 1087 |
War e lerc'h: Gwilherm II |