Steven Treger
Steven Treger, pe Steven Iañ Pentevr (war-dro 1060 – 13 a viz Ebrel 1135/1136, pe 1138)[1]), a oa kont Treger ha Gwengamp, aotrou Gwelo, ha goude kont Pentevr etre 1093 ha 1136[2].
E dud
kemmañMab e oa da Eozen Pentevr (999–1079). E dad a oa mab yaouankañ Jafrez Iañ Breizh ha Hawiz Normandi. E vamm a oa merc'h da Richarzh Iañ Normandi. Pa varvas e vreur, an dug Alan III, e voe anvet Eozen da rejant evit e niz Konan II, etre 1040 ha 1062, petra bennak ma'z eus anv anezhañ lakaet er chadennoù e 1057 gant Konan II. Eozen a oa dimezet da Agnes Kerne, c'hoar da Hoel II. Daou eus o mibien, Alan ar Rouz ha Brian, a gemeras perzh en aloubidigezh Bro-Saoz.
E vugale
kemmañEn 1093 e teuas Steven da vezañ kont Pentevr goude marv e vreur henañ ha degouezhout a reas enor Richmond dezhañ ouzhpenn pa varvas e vreur Alan an Du. Rannet e voe e vadoù etre e vibien.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimezet e oa da Hawiz Gwengamp, ha bugale o doe[3]:
- Jafrez II Boterel, a voe kont Pentevr ha Lambal ;
- Alan an Du († 1146), kont Richmond, tad d'an dug Konan IV ;
- Olive, dimezet da Henri de Fougères ;
- Mathilde, dimezet da Gautier de Gand. Ur mab o doe, anvet Gilbert de Gand ;
- Tiphaine, dimezet da Rabel de Tancarville[4] ;
- Henri Ier d'Avaugour († 1183), comte de Trégor (avec Guingamp) et seigneur de Goëlo.
L'armorial d'Augustin du Paz imprimé en 1619 mentionne l'existence d'une autre fille mais cette assertion n'est confirmée par aucune source[5]
- Agnorie (1105-1167) dimezet en 1120 da Olier II Dinan ;
Notennoù
kemmañ- ↑ Judith Everard, Brittany and the Angevins: province and empire, 1158-1203, coll. Cambridge studies in medieval life and thought, Cambridge University Press, 2000, p. 189. (ISBN 9780521660716).
- ↑ Stéphane Morin Trégor, Goëlo, Penthièvre. Le pouvoir des Comtes de Bretagne du XIIe au XIIIe siècle, Presses Universitaires de Rennes, 2010. (ISBN 9782753510128), p. 124, notenn n°419.
- ↑ Stéphane Morin Op.cit Tableau généalogique p. 123
- ↑ Descendance d'Étienne de Penthièvre sur Medieval Lands.
- ↑ Stéphane Morin Op.cit p. 184.