13 Ebrel
deiziad
(Adkaset eus 13 a viz Ebrel)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1203 : en deiz-se (pe en deizioù-se) e oa bet muntret Arzhur Iañ, hêr Breizh ha Bro-Saoz, gant e eontr Yann Dizouar.
- 1204 : Kergustentin aloubet ha preizhet gant perzhidi ar Pevare Kroaziadeg.
- 1250 : trec’het eo perzhidi ar Seizhvet Kroaziadeg en Egipt ha prizoniet eo roue Bro-C’hall Loeiz IX.
- 1598 : gant Herri IV eo embannet Edid Naoned, a ro frankiz kredenn d’ar Brotestanted.
- 1719 : en em vodañ a ra 16 ezel eus Kevredigezh Vrogar Breizh e koadoù Lanvaoz.
- 1809 : kodianañ a ra ar Frañsizien gant Andreas Hofer e Tirol.
- 1861 : Emgann Fort Sumter e-pad Brezel diabarzh ar Stadoù Unanet.
- 1936 : bombezennoù zo lakaet da darzhañ e prefetioù Breizh gant ar strollad Gwenn ha Du, da-geñver ugent vloaz Emsavadeg Pask en Iwerzhon.
- 1986 : Yann-Baol II eo ar pab kentañ a ya e-barzh ur sinagogenn, e Roma.
- 1987 : emglev a ra Portugal ha Sina evit ma vefe staget Macau ouzh Sina e 1999.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1743 : Thomas Jefferson, trede prezidant Stadoù-Unanet Amerika.
- 1747 : Louis Philippe d'Orléans (1747-1793), priñs gall.
- 1751 : Armand Tuffin ar Roueri, brogarour breton.
- 1802 : Leopold Fitzinger, loenoniour aostrian.
- 1823 : Eugène Mouton, skrivagner gallek.
- 1860 : James Ensor, livour eus Belgia.
- 1868 : Maria Emilie Snethlage, evnoniourez ha naturourez vrazilian a orin alaman.
- 1906 : Samuel Beckett, skrivagner iwerzhonat ha Priz Nobel al Lennegezh.
- 1922 : Julius Nyerere, politikour eus Tanzania.
- 1939 : Seamus Heaney, barzh iwerzhonat.
- 1940 : Jean-Marie Gustave Le Clézio, skrivagner gallek.
- 1941 : Jean-Marc Reiser (Reiser diouzh e anv-pluenn), saver bandennoù treset.
- 1956 : François Schuiten, aozer bannoù-treset eus Belgia.
- 1963 : Garry Kasparov, mestrc'hoarier echedoù rusian.
- 1974 : Konstantin Sakaiev, mestrc'hoarier echedoù rusian.
- 1978 : Farouk Amonatov, meurc'hoarier echedoù tadjik.
Marvioù
kemmañ- 1084 : Hoel, dug Breizh.
- 1203 : Arzhur Iañ, hêr Breizh ha Bro-Saoz, dre vuntr.
- 1605 : Boris Godounov, tsar Rusia.
- 1695 : Jean de La Fontaine, barzh gallek.
- 1865 : Achille Valenciennes, loenoniour gall.
- 1893 : Jean Dufresne, mestrc'hoarier echedoù alaman.
- 1926 : Klaoda ar Prad, kelenner ha skrivagner brezhonek.
- 1994 : Claude Heymann, filmaozer, romantour ha saver senario gall.
- 2015 : Günter Grass, skrivagner alaman, Priz Nobel ar Lennegezh e 1999.
Lidoù
kemmañ- Deizhiadur roman : Idus Aprilibus. Feriae Jovis. Ludi Ceriales II = Idus Ebrel. Gouelioù Jupiter. Eil devezh ar c'hoarioù gouestlet da gCeres. Deiz-ha-bloaz dedi templ Jupiter Victor / Libertas