Jean-Marie Gustave Le Clézio

skrivagner gallek

Jean-Marie Gustave Le Clézio (peurliesañ J.M.G. Le Clézio) a zo ur skrivagner bet ganet e Nisa d'an 13 a viz Ebrel 1940. Berzh en deus graet gant e romant kentañ, Le Procès-verbal e ditl, bet embannet e 1963. Levezonet eo gant orinoù liesseurt e familh, e veajoù er bed a-bezh hag e anaoudegezh eus pobloù Amerika. En holl en deus skrivet war-dro daou-ugent levr : romantoù, danevelloù, kontadennoù, skridoù-arnod hag istorioù evit ar vugale. Priz Nobel al lennegezh en deus bet e 2008[1].

Jean-Marie Gustave Le Clézio 2008

E vuhez

kemmañ

Mab Raoul Le Clézio (surjian diouzh e vicher) ha Simonne Le Clézio eo JMG Le Clézio. E familh, hag a oa a orin eus Breizh, a zivroas da enez Voris en XVIIIvet kantved[2]. E levr kentañ a skrivas da seizh vloaz, pa oa war vourzh ur vag hag a gase anezhañ, asambles gant e vamm, da Nigeria. Studiañ a reas e Nisa, ha goude bezañ kaset un nebeud bloavezhioù e Londrez hag e Bristol e teuas da vezañ kelenner er Stadoù-Unanet. E 1967 e reas e servij soudard e Thailand evel kenoberour, met buan e voe skarzhet goude bezañ savet a-enep da c’histierezh ar vuagel. Kaset e voe da Vec’hiko. E-pad pevar bloaz (1970 - 1974) e kasas holl e amzer gant indianed Emberá ha Wounaan, er Panama. E 1975 e timezas gant Jemia, ur plac’h a orin eus Sahara ar C’hornôg. Asambles o deus skrivet Sirandanes ha Gens des nuages[3]. E 1976 e lakaas embann e droidigezh eus Prophéties du Chilam Balam , ul levr motologiezh amerindian. Arbennik war Michoacan eo Le Clézio, hag un dezenn istor en deus kinniget diwar-benn an tem-se e skol-uhel stidoù mec’hikan Perpignan. Goude-se en deus kelennet e skol-veur Albuquerque. Hiziv an deiz e kas e amzer etre Albuquerque, Nisa, Pariz hag aodoù Breizh (bae Douarnenez). A-fet skrivañ e ranner peurliesañ e oberenn e div lodenn : Etre 1963 ha 1975 e skrivas war temoù evel ar follentez, ar yezh hag ar skrivañ e-unan, gant ar pal ober taolioù-arnod, evel skrivagnerien all evel (Georges Perec pe Michel Butor). D’are mare-se e voe meulet gant Michel Foucault pe Gilles Deleuze. E dibenn ar bloavezhioù 1970 e kemmas e zoare da skrivañ koulz hag e demoù : ar bugaleaj, ar minorelezhioù hag ar beajiñ, sed aze an temoù a fellas dezhañ lakaat war wel.

E oberenn

kemmañ

Faltazi

kemmañ
  • Le Procès-verbal, Gallimard, 1963, Priz Renaudot
  • Le Jour où Beaumont fit connaissance avec sa douleur, Mercure de France, 1964
  • La Fièvre, danevelloù, Gallimard, 1965
  • Le Déluge, Gallimard, 1966
  • Terra Amata , romant, Gallimard, 1967
  • Le Livre des fuites, romant, Gallimard, 1969
  • La Guerre, roman, Gallimard, 1970
  • Lullaby, Gallimard, 1970
  • Les Géants, romant, Gallimard, 1973
  • Voyages de l'autre côté, danevelloù, Gallimard, « 1975
  • Mondo et autres histoires, danevelloù, Gallimard, 1978
  • Désert, Gallimard, 1980
  • La Ronde et autres faits divers, danevelloù, Gallimard, 1982
  • Le Chercheur d'or, Gallimard, 1985
  • Voyage à Rodrigues, Gallimard, 1986
  • Printemps et autres saisons, Gallimard, 1989
  • Onitsha, Gallimard, 1991
  • Étoile errante, Gallimard, 1992
  • Pawana, Gallimard, 1992,
  • La Quarantaine, romant, Gallimard, 1995
  • Poisson d'or, romant, Gallimard, 1997
  • Hasard (suivi d’Angoli Mala), romantoù, Gallimard, 1999
  • Cœur Brûle et autres romances, Gallimard, 2000
  • Révolutions, romant, Gallimard, 2003
  • Ourania, romant, Gallimard, 2005
  • Ritournelle de la faim, romant, Gallimard, 2008

Skridoù-arnod

kemmañ
  • L'Extase matérielle, Gallimard, 1967
  • Haï, Skira, 1971
  • Mydriase, tresadennoù gant Vladimir Velickovic, Fata Morgana
  • Vers les icebergs, Fata Morgana, 1978
  • L'Inconnu sur la Terre, Gallimard, 1978
  • Trois Villes saintes, Gallimard, 1980.
  • Le Rêve mexicain ou la pensée interrompue, Gallimard, 1988
  • Diego et Frida, Stock, 1993. Buhez an daou livour Diego Rivera ha Frida Kahlo.
  • La Fête chantée, Gallimard, 1997
  • Raga : approche du continent invisible, Le Seuil, 2006
  • Ballaciner, Gallimard, 2007

Dezrevelloù

kemmañ
  • Gens des nuages (gant Jémia Le Clézio, luc’hskeudennoù gant Bruno Barbey), Stock, 1997
  • L'Africain, Mercure de France, 2004

Troidigezhioù

kemmañ
  • Les Prophéties du Chilam Balam, version et présentation de J.M.G. Le Clézio, Gallimard, « Le Chemin », Paris, 1976, 201 p.
  • Sirandanes (gant Jémia Le Clézio), Seghers, 1990

Levrioù evit ar vugale

kemmañ
  • Voyage au pays des arbres, tresadennoù gant Henri Galeron, Gallimard, 1978
  • Relation de Michoacan, kontet ha kinniget gant J. M. G. Le Clézio, Gallimard, 1984

Notennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn ofisiel Priz Nobel
  2. Gwelout e wezenn familh war https://web.archive.org/web/20081007033832/http://www.maisoneureka.com/organig.htm
  3. http://www.lehman.cuny.edu/ile.en.ile/paroles/leclezio.html

Liammoù diavaez

kemmañ