Digeriñ al lañser pennañ
Armand Tuffin ar Roueri
Delwenn ar Roueri e Felger

Charles Armand Tuffin, markiz ar Roueri (13 a viz Ebrel 1751 e Felger - 30 a viz Genver 1793 e Sant-Denwal), a oa ur soudard hag ur brogarour breizhat, unan eus harozed Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet. Difenn a reas Frankizoù Breizh.

Ur wech echu ar brezel stadunanat e tistroas da Vreizh, ma tifennas Breujoù Breizh a-enep skridoù-embann Versailles. Toullbac'het e voe er Bastille d'ar 14 a viz Gouhere 1788. E penn an Association bretonne e oa, egin ar Chouanerezh.

Dispac'h AmerikaAozañ

Da 25 bloaz ez eas da Amerika da reiñ harp d'an emsaverien amerikan a-enep arme Rouantelezh Bro-Saoz. Evel ofisour marc'hegerezh e servijas dindan banniel ar Stadoù Unanet e-pad ar brezel-dieubiñ (1775-1783). Anavezet e oa eno evel Colonel Armand, ha dont a reas da vezañ mignon d’an ofiser gall La Fayette.

Perzh a gemeras an daou en Emgann Camden, Emgann Guilford Court House hag en Emgann Yorktown e 1781. Daou vloaz goude e voe anvet da vrigadier jeneral gant George Washington.

Dispac'h GallAozañ

E 1784 e tistroas da Frañs.
E 1788 e savas ar roue gall Loeiz XVI un embann a denne digant Breujoù Breizh ar galloud politikel hag ar galloud barn. Setu ez eas Ar Roueri ha 12 noblañs all da Versailhez da zifenn gwirioù Breujoù Breizh. Ar roue a nac’has o gwelout ha kaset e voent da doull-bac’h ar Bastille e-pad ur miz. D’ar 4 a viz Eost 1788 e voe lakaet an embann da dalvezout gant ar roue. Neuze e tistroas Ar roueri da Vreizh ha gant ar c’hont Ranconnet de Noyan e krouas e 1791 an Association bretonne evit adsevel Breizh en he gwirioù.

Dedennet e oa gant ar mennozhioù frankizour. Koulskoude e teuas buan da vezañ a-enep an Dispac'h Gall pa'z eas diroll.

D'an 20 a viz Gwengolo 1792 e voe un emgann etre an armeoù unanet hag dispac’herien Bro-C’hall e Valmy. Gounezet e voe an emgann gant Bro-C’hall ha savet ur Republik.
Ar Roueri a rankas kuzhat. Mervel a reas d’an 30 a viz Genver 1793, da 42 vloaz.

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.