Emgann Valmy (galleg : bataille de Valmy, affaire du camp de la Lune ; alamaneg : Kanonade von Valmy), a oa bet ar c'hentañ trec'h anat gant an arme c'hall e-pad brezelioù ar Reveulzi hag a voe kroget goude ma voe pilet monarkiezh ar Vourboned. D'an 20 a viz Gwengolo 1792 an arme brusian gant Duk Brunswick en he fenn a oa o vont war-zu Pariz. Ar jeneraled c'hall François-Christophe Kellermann ha Charles-François Dumouriez a zeuas a-benn da dalañ ouzh an araokadenn brusian e-kichen kêriadenn Valmy lec'hiet er reter da Bariz, er Marne hiziv.

Emgann Valmy

La bataille de Valmy, gant Horace Vernet (1826)
Deiziad 20 a viz Gwengolo 1792
Lec'h Etre Sainte-Menehould ha Valmy
(Marne)
Disoc'h Trec'h Bro-C'hall
Torridigezh ar roueelezh
Brezelekaerien
 Rouantelezh c'hall  Rouantelezh Prusia
 Impalaeriezh Santel
 Lu an Harluidi
Pennofiserien
 Kellermann
 Dumouriez
 Von Braunschweig
Nerzhioù
47 000 soudard 34 000 soudard
Kolloù (Lazhet pe c'hloazet)
300 (0.65 %) 184 (0.54 %)
Kartenn an emgann
49° 04' 46" N – 4° 45' 56" R

Mizoù kentañ brezelioù ar Reveulzi c'hall — lesanvet goude-se kentañ kengevreat — ar gouarnamant gall nevez a oa tost diziaz ha dreist-holl gant un dazont diasur. Dre-se, an trec'h bihan e Valmy a voe deuet da vezañ un trec'h speredel dibar evit an dispac'herien. Disoc'h an emgann a oa bet unan burzudus hag a voe lakaet war-raok evel ur c'holl meur gant an arme prusian. Goude an emgann, ar vodadeg vroadel a oa bet roet nerzh a-walc'h dezhi evit dikslêriañ fin ofisiel ar vonarkiezh c'hall met ivez donedigezh ar c'hentañ republik. Valmy a ro un harp anat d'ar reveulzi ha setu perak eo chomet evel unan eus an emgannioù pennañ en istor Mab-Den.

Kenarroud

kemmañ

Abaoe disklêriadur brezel ar vodadeg broadel lezennel da impalaer an Impalaeriezh Roman Santel German Frañsez Iañ, an 20 a viz Ebrel 1792, an armeoù gall a oa o koll dibaouez e Belgia. Lod rejimantoù soudarded a lazhe o ofiserien hag a derc'he diouzh an talbenn.

An nerzhioù enep-reveulzier a oa o prest da aloubiñ Bro-C'hall : ul lu a 150 000 soudard savet gant soudarded eus Prusia, Aostria, hag eus an Hesse-Cassel, gant un harp a 20 000 divroad, a zo o vont war-raok ha ledet war an holl harzoù, etre Dukark ha bro Suis. E-penn al lu e-kaver Duk Brunswick, kannad Frederick Wilhelm II.

Pal al lu hag ar c'homandant a zo da dizhout Pariz evit dieubiñ Loeiz XVI. Manifest Brunswick a embann e vo distrujoù er gêr hag kolloù evit ar vodadeg ma vefe graet torfed d'ar roue. Setu penaos e voe taget palez an Tuileries d'an 10 a viz Eost 1792, Loeiz XVI a zo disklêriet "arsavet"

D'an 12 a viz Eost er sav-heol e vez aloubet tiriad Bro-C'hall gant troadegiezh lijer Prusia. D'ar 15, arme Prusia a zo etre Sierck ha Luksembourg. Ar jeneral Clairfayt, e-penn an aostrianed, a droc'h an hentoù etre Longwy ha Montmédy. D'an 19, 22 000 aostrian a dag Fontoy ar marechal Luckner. D'an 23, goude ur ganoliadeg tri devezh, Longwy a godian. Mont a reont goude-se goustadik war-zu Verdun. Ar c'horonel Beaurepaire a zo e-karg difennerezh dibosubl ar plas, a zo sabatuet gant laoskentez ar c'huzul-kêr a fell dezhañ kodianañ. Kemer a ra ur bistolenn hag emlazhañ. François Séverin Marceau hag en doa ober evel Beaurepaire ha mervel er gêr, a godianas d'an 3 a viz Gwengolo 1792, goude trec'hidigezh an 20 a viz Eost. Kollet en deus pep tra, e arc'hant, kezeg hag ekipajoù.

« Que voulez-vous qu’on vous rende ? » en devoa goulennet ur c'hannad poblek; « Un autre sabre pour venger notre défaite ».

Goude kodianidigezh kreñvlec'h Verdun d'an 2 a viz Gwengolo, hent Pariz a zo dieub. Lod ministred a derc'h diouzh ar gêr-benn memes devezh, met Danton a embann d'ar vodadeg vroadel: « Pour les vaincre, Messieurs, il nous faut de l'audace, encore de l'audace, toujours de l'audace, et la France est sauvée ».

Pennoù an armeoù c'hall a vez gwelet evel treitourien ; setu penaos, a-raok ma vefe kroget gant un argadenn, teir arme Rochambeau, Lafayette ha Luckner a zo dasparzhet etre ar jeneraled Dumouriez ha Kellermann.