François Christophe Kellermann

François Christophe Kellermann (eoulivadur gant Lucile Foullon-Vachot).

François Étienne Christophe Kellermann, ganet d'an 28 a viz Mae 1735 e Strasbourg hag aet da Anaon d'an 13 a viz Gwengolo 1820 e Pariz, a oa ur ofiser hag ur senedour gall.

Ezel e oa eus an noblañs hag en arme e oa bet adalek 1750. Kemer a reas perzh e Brezel ar Seizh vloaz, o stourm gant Poloniz a-enep Impalaeriezh Rusia. Marichal e oa e 1788, entanet e oa gant mennozhioù an Dispac'h gall. E 1792 ez eas penn an Armée de la Moselle ha ganti e c'hounezo Emgann Valmy, d'an 20 a viz Gwengolo 1792. Rebechet e voe dezhañ bezañ lezirek gant al Lez-varn Reveulzier. Toullbac'het e voe met adlakaet en-dro en e garg ha goude-se e penn an Armée d'Italie. Kemeret en doa perzh e Seziz Lyon. Buan e voe lakaet ar jeneral Napoléon Bonaparte en e blas. Ne voe ket mui fiziet kargoù milourel pouezus ennañ betek ma voe embannet ar Renad impalaeriel e 1804. Lakaet e voe da Varichal impalaerel a enor, dont a reas da vezañ senedour hag enoret e voe gant al Lejion a enor. E 1808 e voe anvet da Zug Valmy gant an impalaer evit enoriñ an trec'h-se.

Ar marichal Kellermann a voe kargoù milourel dister gantañ goude-se : penn luioù da c'hortoz Spagn hag an Norzh. Sevel a reas a-du gant Louis XVIII hag enoret e voe gant hennezh, gant ar Grand-croix de l'ordre de Saint-Louis, hag anvet da c'houarnour Strasbourg ha pair de France. E-pad ar C'hant devezh e chomas neptu. Mervel a reas d'an 13 a viz Gwengolo 1820, d'an oad a 85 bloaz.