Seziz Lyon (1793)
Seziz Lyon a oa c'hoarvezet etre an 9 a viz Eost hag an 9 a viz Here 1793 goude un emsavadeg e Lyon a-enep ar Vodadenn vonreizhañ vroadel. En holl e oa bet 1000 den lazhet ha 1200 den gloazet e tu ar Republikaned, 1200 den lazhet ha 1000 den gloazet e tu ar re Gevredet hag ar roueelourien.
Goude ar sezizAozañ
Ar flastradenn goude ar seziz a voe spontus, renet gant Joseph Fouché, lesanvet "le mitrailleur de Lyon", a lakeas ouzhpenn 1900 rebel d'ar marv (goude ur varnadenn), mindrailhet, fuzuilhet, kanoliet, pe dibennet. Ar gouzañverien e-pad ar seziz n'int ket bet sifret.
Lyon a voe kastizet garv, tennet e voe an anv, ha graet Ville Affranchie pe Commune-Affranchie eus outi. Soñjet e voe distrujañ ar gêr da vat (Bertrand Barère). Met diwar un hollad 600 savadur sañset da vezañ distrujet, n'eus nemet 50 a voe diskaret.
Annezidi kêr a voe lakaet diaes gant an diouer a labour hag a bourvezioù. Pa oa kroget kêr da vont war an tu mat e oa bet trubuilhoù politikel a nac'has an adlañs evel ar c'hentañ Spont Gwenn e 1795.