Kambr ar birien

(Adkaset eus Chambre des pairs)

Kambr ar birien (La Chambre des pairs e galleg) e oa kambr uhel parlamant Bro-C'hall e-kerzh an div adsavidigezh, ar C'hant-devezh ha Monarkiezh Gouere.

Ur sell war ar Chambre des pairs e-pad barnadenn ministred Charlez X e 1830.

Krouet e voe ex-nihilo e 1814 ha divodet e oa bet e 1848 pa oa bet savet Bodadeg Vroadel vonreizhel an Eil Republik, ha ne voe erlec'hiet evel kambr uhel nemet pa vo kemmet ar Sened e fin an Eil Impalaeriezh c'hall.

An izili a veze graet pairs de France anezho, un anv deuet a-ziwar an aozadur e-kerzh ar Renad Kozh. Ur garg hêrezhel e oa betek Reveulzi 1830.

Izili brudet kemmañ