Reveulzi Gouere (galleg: révolution de Juillet), pe Reveulzi 1830, a vez graet eus an eil dispac'h gall, pa oa an Dispac'h Gall kentañ e 1789, ma voe diskaret ar roue Charlez X.

Reveulzi Gouere
dispac'h
Rann eusBourbon Restoration in France Kemmañ
Lec'hFrañs Kemmañ
Labour da-heulLa liberté guidant le peuple Kemmañ
DeiziadGouere 1830 Kemmañ
Deiziad kregiñ27 Gou 1830 Kemmañ
Deiziad echuiñ29 Gou 1830 Kemmañ

Lakaet e oa bet war tron Bro-C'hall ur roue nevez, Louis-Philippe Iañ. Ouzhpenn ur roue nevez e voe savet ur vonarkiezh nevez, Monarkiezh Gouere, a gemere plas an eil adsavadur. An dispac'h-se a c'hoarvezas e-pad tri deiz, ar 27, 28 ha 29 a viz Gouere 1830, hag a vez graet an « Trois Glorieuses » anezho ivez.

Kenarroud

kemmañ

Goude ma vije bet trec'het Napoleon ha kodianet e Mae 1814, Europa kevandirel, Bro-C'hall dreist-holl, a zo en ur stad reuzeudik. Kendalc'h Vienna a oa bet evit adidroc'hañ kartenn politikel ar c'hevandir. Kalzig broioù eus Europa a oa bet kouviet d'ar c'hendalc'h, met en gwirionez ne oa nemet pevar galloud hag a oa mestr war an disoc'hoù: evit an Impalaeriezh Aostrian, ar c'hannad a oa ar penn ministr ar Priñs Metternich; evit Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon, ar c'hannad a oa sekretour an aferioù estren ar Beskont Castlereagh; evit Impalaeriezh Rusia, ar c'hannad a oa an Impalaer Aleksandr Iañ; hag evit Prusia, ar c'hannad a oa ar roue Friedrich Wilhelm III.