Eugène Delacroix

livour gall

Eugène Delacroix a oa ul livour gall ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1798 e Charenton-Saint-Maurice hag aet da Anaon d'an 13 a viz Eost 1863 e Pariz. Merzhet e oa bet e-pad saloñs Salon de peinture et de sculpture 1824, savet en doa er bloavezhioù goude-se oberennoù awenet gant istorigoù istorel pe lennegel kement ha gant darvoudoù e amzer pe e veaj er Maghreb. D'an oad a 40 vloaz, e vrud a zo uhel a-walc'h evit kaout koumanantoù gant ar Stad c'hall.

Poltred Eugène Delacroix e 1858 gant Félix Nadar

E bed ar pentur gall en XIXvet kantved, Delacroix a vez lakaet war-raok evel arzour pennañ al luskad romantel. Livet en doa bet war taolennoù pe savet kinkladurioù solieroù ha savadurioù foran. Marvet eo e 1863 gant an dorzhellegezh d'an oad a 65 bloaz. War e lerc'h e oa chomet engravadurioù lies, pennadoù bet skrivet evit kelaouennoù hag ur skrid-buhez a voe embannet nebeut amzer goude e varv hag adembannet abaoe.

La liberté guidant le peuple taolenn brudetañ Eugène Delacroix