Scènes des massacres de Scio

taolenn gant Eugène Delacroix
Scènes des massacres de Scio
Eugène Delacroix, 1824
eoullivadur war lien
419 × 354 cm
Mirdi al Louvre
Pariz

Scènes des massacres de Scio (titl gwirion : Scènes des massacres de Scio : familles grecques attendant la mort ou l'esclavage) zo un daolenn gant Eugène Delacroix diwar-benn lazhadegoù en Enez C'hios. An eil eoulivadur veur eo gant al livour. Ouzhpenn pevar metr uhelder (419 cm × 354 cm) eo an daolenn. Ar pal e oa diskouez gwirvoud ar brezel, ar feulster a oa bet en enez e-pad Lazhadeg C'hios. An daolenn a zo unan skrijus gant Gresianed o c'hortoz o zonkad: pe ar sklavelezh pe ar marv dindan taolioù an Otomaned goude o emsavadeg.

Livet e oa bet e 1824, bloavezh marv Théodore Géricault (1791-1824). An daolenn Le Radeau de La Méduse a oa bet un awen anat evit Delacroix.