Loeiz-Fulup Iañ

(Adkaset eus Louis-Philippe Iañ)

Louis-Philippe d’Orléans, pe Louis-Philippe Iañ, pe Loeiz-Fulup Iañ, pe Loeiz-Fulup Orleañs, ganet d'ar 6 a viz Here 1773 e Pariz (Bro-C'hall) ha marvet d'ar 26 a viz Eost 1850 e Claremont e Surrey (Bro-Saoz), a voe an diwezhañ roue e Bro-C'hall. Anvet e voe da roue e 1830 ha diskaret gant Dispac'h 1848.

Loeiz-Fulup Iañ, Roue ar C'hallaoued

Mab e oa da Louis Philippe d'Orléans (1747-1793), dug Chartrez, ha goude dug Orleañs (1785-1793), deuet da vout Philippe Égalité goude 1792.

Dimezet e oa da Maria Amalia Teresa an Div Sikilia (1782−1866).

Bugale

kemmañ

Dek bugel en doe gant e wreg, daou a varvas en-vugale.

Anv Poltred Ganet Marvet Notennom
Ferdinand-Philippe   3 Gwengolo 1810 13 Gouhere 1842 Priñs roueel ha dug Orléans, dimezet da Helene zu Mecklenburg-Schwerin, ha bugale dezho.
Louise   3 Ebrel 1812 11 Here]] 1850 Kentañ rouanez ar Velged. Dimezet da Leopold Iañ Belgia, ha bugale dezho.
Marie   12 Ebrel 1813 6 Genver 1839 Dimezet da Alexander Friedrich Wilhelm von Württemberg (1804-1881), ha bugale dezho.
Louis   25 Here 1814 6 Mezheven 1896 Dug Nemours. Dimezet da Victoire von Sachsen-Coburg-Gotha, ha bugale dezho.
Françoise   28 Meurzh 1816 20 Mae 1818
Clémentine   3 Mezheven 1817 16 C'hwevrer [[1907}} . Dimezet da Auguste von Sachsen-Coburg, ha bugale dezho.
François   14 Eost 1818 16 Mezheven 1900 Priñs Joinville. Dimezet da Francisca de Bragança, ha bugale dezho.
Charles   1añ Genver 1820 25 Gouere 1828 Dug Pentevr.
Henri   16 Genver [[1822}} 7 Mae 1897 Dug Aumale. Dimezet da Marie-Caroline de Bourbon-Siciles.
Antoine   [[31 Gouhere 1824}} [[4 C'hwevrer 1890}} Dug Montpensier, dimezet da Louise-Ferdinande de Bourbon, ha bugale dezho.