Robert Stewart, Beskont Castlereagh
Robert Stewart, 2l Markiz Londonderry, ganet d'an 18 a viz Even 1769 hag aet da Anaon d'an 12 a viz Eost 1822, anvet aliesoc'h Lord Castlereagh, diwar an titl a enor Beskont Castlereagh a oa graet eus outañ etre 1796 ha 1821, a oa un den Stad ha politikour breizhveuriat. Evel sekretour ar bespriñs eus Iwerzhon, labouret en devoa evit moustrañ Emsavadeg 1798 ha lakaat da dremen an Akta Unvaniñ Breizh-Veur hag Iwerzhon e 1800. Evel sekretour an aferioù estren eus ar Rouantelezh-Unanet adalek 1812 e oa penn bras an emglev milourel a oa bet trec'h war Napoleon ha dre-se e oa bet hollc'halloudek evit ar Rouantelezh Saoz e Kendalc'h Vienna. Er gouarnamant goude brezel eus Lord Liverpool, Castlereagh a oa gwelet evel un den reut hag o tifenn doareoù feuls evit mougañ ar stourmerien a zifenne kemmoù sokial hag adreizhoù, dre-se en doa echuet e vuhez e-unanik ha gwelet fall gant tud e vro. En em lazhet e oa d'an 12 a viz Eost 1822.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Rouantelezh Breizh-Veur |
Anv e yezh-vamm an den | Robert Stewart, Viscount Castlereagh |
Anv-bihan | Robert |
Anv-familh | Stewart |
Titl noblañs | margrave, Marquess of Londonderry, Viscount Castlereagh |
Deiziad ganedigezh | 18 Mez 1769 |
Lec'h ganedigezh | Dulenn |
Deiziad ar marv | 12 Eos 1822 |
Lec'h ar marv | Loring Hall |
Doare mervel | Emlazh |
Abeg ar marv | exsanguination |
Lec'h douaridigezh | abati Westminster |
Tad | Robert Stewart |
Mamm | Sarah Seymour |
Breur pe c'hoar | Charles Vane, 3rd Marquess of Londonderry |
Pried | Amelia Stewart, Viscountess Castlereagh |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | politiker, diplomat, bretteur |
Bet war ar studi e | St John's College, The Royal School, Armagh |
Lec'h labour | Londrez |
Strollad politikel | Whigs, Tories |
Relijion | Presbyterianism |
Ezel eus | Royal Society |
Prizioù resevet | ezel eus ar Royal Society, Order of the Garter, Knight Grand Cross of the Royal Guelphic Order |
Diskar ha marv
kemmañEn desped d'e zegasadennoù evit trec'hiñ Napoleon ha distro ar peoc'h, Castlereagh a oa deuet da vezañ un den gwelet fall-kenañ. Taget e oa bet e Ti ar C'humunioù gant an enebadur evit e roll harp e gouarnamantoù gwasker Europa, ar bobl a rebeche dezhañ e roll e Ti ar C'humunioù a-fed Disparti George IV hag ar rouanez Caroline.