C'hwec'hvet Kenunaniezh

Ar C'hwec'hvet Kenunaniezh (1812-1814) zo un emglev-brezel hag a vodas ar Rouantelezh-Unanet hag Impalaeriezh Rusia da gentañ, Rouantelezh Prusia goude, Sveden hag Impalaeriezh Aostria diwezhatoc'hik, hag un nebeud stadoù alaman ouzhpenn, a-enep d'an impalaeriezh c'hall kentañ, harpet c'hoazh gant Italia, Danmark ha stadoù alaman all.

C'hwec'hvet Kenunaniezh
conflict
Rann eusBrezelioù ar C'henunaniezhioù, Brezelioù Napoleon Kemmañ
Lec'hEuropa ar C'hreiz Kemmañ
Deiziad30 Mae 1814 Kemmañ
Deiziad kregiñ1813 Kemmañ
Deiziad echuiñ1814 Kemmañ
Emgann Leipzig (1813)

War-dro 2,5 milion a soudarded a gemeras perzh en emgannoù (hag an droiad-vrezel da Rusia a gonter e-barzh), ha bras-spontus e voe an niver a dud lazhet pe gloazet, pe marvet gant ar c'hleñved: tremen 2 milion a dud. E-touez an emgannoù krisañ e lakaer re Smolensk, ar Moskova, Lützen, Dresden hag Emgann ar broadoù e Leipzig e 1813.

Aloubadeg Rusia gant an arme c'hall e 1812

kemmañ

Feur-emglev Tilsit a oa bet etre Rusia ha Bro-C'hall. Met nac'h a reas an tsar Aleksandr Iañ, broudet gant an noblañsed rus a oa savet a-du gant ar Saozon, da genlabourat gant Napoleon ha da seveniñ blokus Europa evit enebiñ ouzh ar Rouantelezh-Unanet. Napoleon a gavas dezhañ ne chome nemet ober brezel, hag a yeas da aloubiñ Rusia en 1812.

An Arme Vras a oa enni bagadoù soudarded eus an holl vroioù e dalc'h an impalaer gall, Italianed, Alamaned, Aostrianed, en holl 600 000 a dud a dreuzas ar stêr Niemen. E penn an arme rus edo Koutousov.

Troiad-vrezel 1813 en Alamagn

kemmañ

Brezel dieubidigezh Spagn

kemmañ

Troiad-vrezel Bro-C'hall

kemmañ