Lord Lieutenant of Ireland

Lord Lieutenant of Ireland (brezhoneg : Lord Letanant Iwerzhon), pe en doare leun Lieutenant General and General Governor of Ireland (brezhoneg : Letanant Jeneral ha Pennouarnour Iwerzhon), e oa an titl douget gant Gouarnour Pennañ Iwerzhon adalek Brezel an Daou Roue e 1690 betek ma voe rannet an enezenn e 1922. Dre-se e oa anat dalc'hidigezh Rouantelezh Iwerzhon (1541–1800) gant ar Rouantelezh-Unanet deuet da vezañ Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon (1801–1922). E garg, gant anvioù disheñvel hervez ar mare, a oa anavezet ivez evel Besroue, hag e wreg a oa anvet Besrouanez a-benn neuze. Gouarnamant Iwerzhon a oa peurliesañ etre daouarn ul Lord Deputy ("Aotrou dileuriet") ha kement-mañ betek ar XVIIvet kantved, ha goude-se gant ar Pennsekretour evit Iwerzhon.

Lord Lieutenant of Ireland
karg
Iskevrennad eusLord-Lieutenant Kemmañ
Deiziad krouiñ1171 Kemmañ
Honorific prefixThe Right Honourable Kemmañ
Annez ofisielDublin Castle Kemmañ
Appointed bymonarchy of the United Kingdom Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
A dalv evit tiriadRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Rouantelezh Iwerzhon, Lordship of Ireland Kemmañ
Deiziad divodañ8 Kzu 1922 Kemmañ