Ar Brezel Seizh Vloaz zo ur brezel en a c'hoarvezas adalek 1756 betek 1763 e meur a rannved (Europa, Norzhamerika, India hag all), ha dre-se ez eo bet keñveriet ouzh ar Brezel-bed kentañ.

Brezel Seizh Vloaz
brezel
Lec'hEuropa Kemmañ
Deiziad kregiñ29 Eos 1757 Kemmañ
Deiziad echuiñ15 C'hwe 1763 Kemmañ

Ar re a gemeras perzh eo Rouantelezh Bro-C'hall, enebet ouzh Rouantelezh Breizh-Veur en un tu, Arc'hdugelezh Aostria ouzh Rouantelezh Prusia en tu all. Koulskoude, dre c'hoari an emglevioù etre ar Stadoù ez eo hogos holl Stadoù Europa hag o zrevadennoù a gemeras perzh er brezel. Gwelet e voe Spagn o harpañ Bro-C'hall, ha Rusia o harpañ Aostria. Lavaret e vez peurvuiañ e krogas ar brezel d'an 29 a viz Eost 1756, pa lammas Friedrich II, roue Prusia, war Briñselezh Sachsen, petra bennak ma oa kroget an emgannoù e trevadennoù Norzhamerika a-raok ober o reuz en Europa.

Kemmoù bras a voe e kempouez ar galloudoù en Europa da heul ar brezel. Savet e voe an Impalaeriezh saoz, an hini kreñvañ a-hed an XIXvet kantved, ma'z eas da get an trevadennoù gall bet savet er XVIIvet kantved en Indez ha Kanada, ha kreñvaet e voe pouez Prusia pa voe trec'h en emgann Rossbach war ar C'hallaoued, hag en emgann Leuthen war an Aostrianed e 1757.

Bellerien ar Brezel Seizh Vloaz

Rouantelezh Breizh-Veur


Kengevredad Haudenosaunee


Prusia


Portugal (adalek 1762)


Priñselezh Braunschweig-Wolfenbüttel


Landgraviezh Hessen-Kassel


Priñselezh Schaumburg-Lippe

An emglevioù etre ar broioù a-raok ar brezel

Rouantelezh Bro-C'hall


Kengevredad Abenaki

Impalaeriezh santel roman german


Impalaeriezh Rusia


Impalaeriezh Spagn


Impalaeriezh Sveden (1757-1762)


Impalaeriezh Voghol (adalek 1757)

Brezel a voe adalek 1756 betek 1763, hag e meur a rannved, ken na vez lavaret e oa ar brezel-bed kentañ. C'hoarvezout a reas en Europa, Norzhamerika hag en Indez dreist-holl.

Er brezel bras a-raok e oa Brezel Hêrezh Aostria (17401748) etre Aostria a-unan gant Breizh-Veur en un tu, ha Prusia a oa aet a-unan gant Bro-C'hall. Met er brezel Seizh Vloaz e voe emglev etre Bro-C'hall hag Aostria en un tu, hag Aostria ha Breizh-Veur en tu all. Meur a vro all a gemeras perzh avat : Rusia a du gant Aostria, ha Spagn a-du gant Bro-C'hall.

Emgannoù bras

kemmañ
Emgannoù bras war zouar Europa er Brezel Seizh Vloaz
Emgann Niver a soudarded
saoz ha prusian
Niver a soudarded
gall hag aostrian
Kolloù en emglev
saoz ha prusian
Kolloù en emglev
gall hag aostrian
Trec'h
Lobositz 28 500 34 000 3 300 2 984 Aostria
Praha 64,000 61 000 14 300 13 600 Prusia
Kolín 34 000 54 000 13 733 8 100 Aostria
Hastenbeck 36 000 63 000 1 200 1 200 Bro-C'hall
Gross-Jägersdorf 25 000 55 000 4 520 5 250 Rusia
Rossbach 21 000 40 900 541 8 000 Prusia
Breslau 28 000 60 000 10 150 5 857 Aostria
Leuthen 36 000 65 000 6 259 22,000 Prusia
Krefeld 32 000 50 000 1 800 8 200 Prusia
Zorndorf 36 000 44 000 11 390 21 529 Disoc'h amsklaer
Kemeredigezh ar Gêrveur 9 000 3 000 810 3 000 Breizh-Veur
Sant Kast 1 400 10 000 1 400 495 Bro-C'hall
Hochkirch 39 000 78 000 9 097 7 590 Aostria
Kay 28 000 40 500 8 000 4 700 Rusia
Minden 43 000 60 000 2 762 7 086 Breizh-Veur
Kunersdorf 49 000 98 000 18 503 15 741 Aostria ha Rusia
Maxen 15 000 32 000 15 000 934 Aostria
Landeshut 13 000 35 000 10 052 3 000 Aostria
Warburg 30 000 35 000 1 200 3 000 Breizh-Veur
Liegnitz 14 000 24 000 3 100 8 300 Prusia
Kloster Kampen 26 000 45 000 3 228 2 036 Bro-C'hall
Torgau 48 500 52 000 17 120 11 260 Prusia
Villinghausen 60 000 100 000 1 600 5 000 Breizh-Veur
Schweidnitz 25 000 10 000 3 033 10 000 Prusia
Wilhelmsthal 40 000 70 000 700 4 500 Breizh-Veur
Freiberg 22 000 40 000 2 500 8 000 Prusia
Emgannoù war zouar e Norzhamerika
Emgann Niver a soudarded
vreizhveuriat
Gallaoued, Spagnoled
ha broiz
Gouzañvidi vreizveuriat Gouzañvidi c'hall, spagnol
ha genidik
Disoc'h
Monongahela 1 300 891 906 96 Bro-C'hall
Fort William Henry 2 372 8 344 2 372 8 344 Bro-C'hall
Fort Ticonderoga I 15 367 8 200 3 600 377 Bro-C'hall
Louisbourg 9 500 5 600 524 5 600 Breizh-Veur
Gwadloup 5 000 2 000 804 2 000 Breizh-Veur
Martinik 8 000 8 200 500 Bro-C'hall
Fort Niagara 3 200 1 786 100 486 Breizh-Veur
Kebek I 9 400 15 000 900 Breizh-Veur
Montmorency 5 000 12 000 440 60 Bro-C'hall
Plains of Abraham 4 828 4 500 664 644 Breizh-Veur
Saint-Foy 3 866 6 900 1 088 833 Bro-C'hall
Kebek II 6 000 7 000 30 700 Breizh-Veur
La Havana 31 000 11 670 (Spagnoled) 5 366 11 670 Breizh-Veur
Emgannoù bras war zouar e-pad ar Brezel Seizh Vloaz en Indez
Emgann Sipaied ha Breizhveuriz Mogholed ha Gallaoued Gouzañvidi
sipai ha breizhveuriat
Gouzañvidi
moghol ha gall
Disoc'h
Calcutta I 514 50 000 (Mogholed) 218 7 000 Impalaeriezh Voghol
Calcutta II 1 870 40 000 (Mogholed) 194 1 300 Breizh-Veur
Plassey 2,884 50 000 (Mogholed) 63 500 Breizh-Veur
Chandannagar 2 300 900 (Sipaied ha Gallaoued) 200 200 Breizh-Veur
Madras 4 050 7 300 (Sipaied ha Gallaoued) 1 341 1 200 Breizh-Veur
Masulipatam 7 246 2 600 (Sipaied ha Gallaoued) 286 1 500 Breizh-Veur
Wandiwash 5 330 4 550 (Sipaied ha Gallaoued) 387 1 000 Breizh-Veur