Association bretonne (1791)
An Association bretonne pe Conjuration bretonne a oa un aozadur armet ha kuzh e Breizh renet gant Armand Tuffin de La Rouërie ha savet enep an Dispac'h gall e 1791. Ratozh pennañ ar Gevredigezh a oa adreizhañ gwirioù Breizh a oa bet lammet gant an Dispac'h gall. Gwelet e vez evel ar rak-chouanerezh.
Meur a ezel eus ar Gevredigezh evel Aimé du Boisguy, Vincent de Tinténiac ha Jean Chouan a voe gwelet goude-se evel ofiserien er chouanerezh. La Rouërie en doa goulennet sikour digant ar c'hont d'Artois. Roet e voe dezhañ armoù, kanolioù ha zoken unwiskoù roet gant Bro-Saoz. La Rouërie a oa prest da voulc'hañ un emsavadeg gant 10 000 soudard.