Armand Tuffin ar Roueri

milour ha broadelour breton

Charles Armand Tuffin, markiz ar Roueri (13 a viz Ebrel 1751 e Felger - 30 a viz Genver 1793 e Sant-Denwal), a oa ur soudard hag ur brogarour breizhat, unan eus harozed Brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet. Emezelet e oa er c'h-Continental Army, lec'h ma oa lesanvet Koronal Armand. E penn ar 1añ rejimant dragoned (lesanvet Lejion Armand) e oa. Kemeret en doa perzh e Seziz Yorktown gant ampartiz. Kamalad bras George Washington e oa bet. Pa tistro e Breizh eo Jeneral-brigadenn, enoret eo gant medalenn Sant-Loeiz ha medalenn Urzh Cincinnati. Difenn a rae Frankizoù Breizh setu penaos e oa enebet ouzh skridoù-emglev Versailles a dage Parlamant Breizh en anv hollc'halloud ar roue. 14 a viz Gouhere 1788 eo lakaet e toull-bac'h ar Bastille.

Armand Tuffin ar Roueri
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denArmand Tuffin de La Rouërie Kemmañ
Anv-bihanCharles, Armand Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Ebr 1751 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFelger Kemmañ
Deiziad ar marv30 Gen 1793 Kemmañ
Lec'h ar marvChâteau de La Guyomarais Kemmañ
Lec'h douaridigezhChâteau de La Guyomarais Kemmañ
Kompagnun(ez)Mademoiselle Fleury Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michermilour Kemmañ
Perzhiad eDispac'h Gall Kemmañ
Grad miloureljeneral brigadenn Kemmañ
BrezelBrezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet Kemmañ
Prizioù resevetKnight of the Royal and Military Order of Saint Louis Kemmañ

Delwenn ar Roueri e Felger

Ur wech echu ar brezel stadunanat e tistroas da Vreizh, ma tifennas Breujoù Breizh a-enep skridoù-embann Versailles. Toullbac'het e voe er Bastille d'ar 14 a viz Gouhere 1788. E penn an Association bretonne e oa, egin ar Chouanerezh. Hiziv-an-deiz n'eo ket ken anavezet evit Lafayette.

Yaouankiz e Breizh hag e Pariz

kemmañ

Savet e Felger hag e Sant-Owen-Reoger (Saint-Ouen-la-Rouërie e galleg) e-kichen Entraven, Armand de la Rouërie a goll e dad d'an oad a dri bloaz. Da bemzek vloaz e voe kaset da Bariz da vont e-barzh rejimant ar gwardoù gall karget da ziwall ar Roue. Ren a ra ur vuhez borrodus eno ha n'eo ket tamm ebet eus e zoare. Tagnous eo ha gloazañ a ra ur penn noblañs all goude un emgann en duel ha eñ kaset d'an harlu da Jeneva e Bro-Suis. Rankout a ra roiñ e zilez eus e rejimant hag aotreet eo da vont d'ar gêr met echu eo gantañ e vicher soudard e Bro-C'hall.

Dispac'h Amerika

kemmañ

Da bemp bloaz war 'n ugent en em gav er Felger lec'h e tarempred ar Frañmasoned. Keloù en deus eus emsavadeg an Amerikaned en trizeg kolonie saoz eus an Amerik. E 1777 e kemer plas en ur vatimant amerikan e Naoned. Erru e bae an Delaware eo taget ar vatimant gant ar Saozon. Rankout a ra lammañ e-barzh ur c'hanot ha dont a ra a-benn da zouariñ o neuial.

Degemeret eo er C'hendalc'h amerikan e Filadelfia. D'an 10 a viz mae 1777 eo degemeret en arme amerikan gant ar renk Koronal. Kemer a ra da anv, e zaou anv-bihan Charles Armand, setu perak e oa anavezet du-hont dindan an anv Koronal Armand. Unan eus kentañ ofiser a Vro C'hall eo a zo en em lakaet e servij an emsavidi. Kroget eo ar brezel e 1775, ha krouet eo bet ar Stad dieub d'ar 4 a viz Gouere 1776.

Deuet mat eo gant ar jeneral George Washington a zo e penn arme ar Stadoù-Unanet a fizio ennañ ur c'horf-arme savet gant tud a youl-vat. Kemer a ra perzh e emgann Short Hills, kollet gant an Amerikaned met dont a ra a-benn da saveteiñ ur c'hanol, un arm prizius evit an emsavidi. Gant ar vrud kaer tapet en emgann, e vez fiziet ennañ sevel ul lejion kentañ ha eñ d'an argad en dro dindan urzhioù Washington.

Dont a ra a-benn ar Batrioted da c'hounid e Saratoga e miz Gwengolo 1777, ar pezh a lak ar Roue Loeiz XVI da gemer perzh da vat er brezel etre ar Stadoù-Unanet hag ar Saozon. D'ar 25 a viz Du 1777 e ya d'an emgann e Gloucester dindan urzhioù La Fayette, breizhat a-berzh mamm, nevez en em gavet er vro.

Chikan a zegouezh d'ar mare-se etre pennoù an arme amerikan hag ar c'horonal Armand. Hemañ a zo aotreet gant Washington da sevel ul lejion nevez a 500 chaseour, lod war varc'h. Dont a reont a-benn d'ober taolioù kaer a-enep ar Saozon met diaesoc'h diaesañ e teu ar brezel evit an emsavidi dre ziouer a arc'hant.

Divizout a ra La Rouerie distroiñ d'ar Frañs. Dont a ra en dro e miz Eost 178. Gant arc'hant e zomani ha dafar evit marc'heien e teu a-benn e teu a-benn da grouiñ kentañ rejimant a varc'heien eus arme ar Stadoù-Unanet. Kemer a ra perzh e emgann meur Yorktown. Anavezet eo da Jeneral a raok kuitaat ar Stadoù-Unanet e 1784.

Distro d'ar vro

kemmañ

Brudet met rivinet, Charles-Armand ar Roueri a zimez gant un amezegez pinvidik, Louise de Saint Brice. Klask a ra bezañ anveet Jeneral e arme Bro C'hall met fas koad a gavo e Pariz.

Pelloc'h e sav bec'h etre Roue Bro-C'hall ha Breujoù Breizh. E 1788 e klask ar Roue krennañ war galloudoù ar Breujoù. Mont a ra un dousennad kannaded eus Breizh, en o zouez ar Roueri, da glemm dirak ar Roue. Lakaet int en toull bac'h er Bastille. Dieubet int d'ar 25 a viz Eost 1788, kasoni gante gant doare ar Roue.

N'hell ket kemer perzh Ar Roueri d'ar Breujoù Jeneral e 1789 rak nac'hañ a ra Noblañs Breizh da vont da Versailhez, rak kontrol eo da Emglev 1532 etre Bro-C'hall ha Bro-Vreizh. Ne vourr ket tamm ebet anezhañ eus nozvezh ar 4 a viz Eost lec'h eo bet divizet diskar ar sistem gladdalc'hel ha war an dro Emglev 1532. Setu eñ sevel e miz Even 1791 an Association Bretonne evit difenn gwirioù Breizh.

Harp a gav gant Kont an Artois, breur Loeiz XVI, harluet e Koblañs en Alamagn, a zo o prometiñ dezhañ roiñ en dro ar frankizioù o doa ar Vretoned en a-raok. Sevel a ra Ar Roueri ur gwir arme. Klask a ra laou en e loeroù pennoù an Dispac'h. Aloubiñ a reont e gastell met ne gavont tra. Ar Roueri a ya kuit da skoachañ e Bro Mayen lec'h ez eus krogadoù taer etre ar republikaned hag ar chouanted.

Traïset eo Ar Roueri gant e vignon Chevetel a ya da welet Danton. Hemañ en deus da dalañ ouzh arme an harluidi. A-du eo da zerc'hel ar Roue war an tron, gant ma vo ul lezenn stur o kabestrañ e c'halloud. Da gentañ e tiskouez degemer mennozhioù ar Roueri, met trec'h eo ar Republikanet e Valmy d'an 20 a viz Gwengolo 1792. Embannet e vez ar Republik kerkent d'an 22. Raktres ar Roueri d'en em sevel asambles gant arme an Harluidi a ya da get. Ruzikat a ra a gastell da gastell e-pad ar goañv dindan anvioù faos. Mervel a ra d'an 30 a viz Genver 1793 gant un derzhienn ruz, d'an oad a 42 vloaz.

Meur a benn bras eus an Association Bretonne a zo tapet gant an dispac'herien. Daouzek a voe kondaonet d'ar marv d'an 18 a viz Even 1793.

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.