Emgann Yorktown anvet ivez Battle of Yorktown, the Surrender at Yorktown, German Battle pe c'hoazh Siege of Little York (Seziz Yorktown) kroget d'an 29 a viz Gwengolo 1781 hag echuet d'an 19 a viz Here 1781 a oa bet un trec'h kadoniel meur gant nerzhioù kevredet ar Continental Army gant ar jeneral George Washington en e benn, harpet gant lu Bro-C'hall renet gant Jean-Baptiste Donatien de Vimeur, kont de Rochambeau, enebet ouzh al lu saoz renet gant al lord ha letanant jeneral Charles Cornwallis.

Emgann Yorktown
Tamm eus Brezel dieubidigezh SUA
Kodianidigezh al lu Saoz
Kodianidigezh al lu Saoz
Maread 29 a viz Gwengolo 1781 - 19 a viz Here 1781
Lec'h Yorktown, Virginia
Disoc'h Koll strategiel meur gant Bro-Saoz.
Trec'h meur gant ar Reveulzierien Amerikan.
Emgannerien
Continental Army

2nd Canadian Regiment

Rouantelezh Bro-C'hall
Bro-Saoz
Pennoù-brezel
George Washington

Armand Tuffin ar Roueri
Moses Hazen

Donatien de Vimeur
Charles Cornwallis
August von Voigt
Niver a emgannerien
Bro-C'hall :
  • 7800–8800 soudard
  • 29 bag brezel

SUA :

  • 8000 soudard
  • 3100 bezen
  • Hollad: 18900
Bro-Saoz :
  • 9000 (Soudarded alaman
    en o zouez.)
  • Kolloù
    88 lazhet
    301 gloazet
    142–309 lazhet

    326–595 prizoniet gloazet

    7416–7685 prizoniet

    Darvoud pennañ Kampagn Yorktown e voe ar sez war kêr Yorktown. Ouzhpenn da-se e voe an emgann meur diwezhañ war zouar e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet war tiriad Norzhamerika. Gant kodianidigezh Charles Cornwallis, hag e arme graet prizoniet, gouarnamant Bro-Saoz a voe rediet da gregiñ da atropiñ evit klask un tu d'en em dennañ diouzh ar brezel koustus-se. An trec'h a roas nerzh d'ar reveulzierien amerikan a oa o vont war zigresk, ouzhpenn-se e roas brud mat d'ar brezel e Bro-C'hall. Eus un tu all ar c'holl-se evit Bro-Saoz a lakaas ar bobl da goll e entan er brezel hag er c'hoant da zerc'hel an trevadennoù amerikan.

    Urzhiadur an nerzhioù

    kemmañ
     
    Emgann Yorktown treset e 1875