29 Gwengolo
deiziad
(Adkaset eus 29 a viz Gwengolo)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- -480 : Emgann Salamis war vor, ma voe trec'h ar morlu gresian war hini persian Kserses Iañ.
- 939 : emsavadeg ar Vretoned a-enep an Normaned, mistri war ar vro ; lazhet eo penntiern ar re-mañ, Felecanus.
- 1364 : trec'h eo Yann Moñforzh war lu gall-brezhon Charlez Bleaz en Emgann an Alre ; Beltram Gwesklin, prizoniat.
- 1513 : tizhout a ra ar c'honkistador spagnol Vasco Núñez de Balboa ribl ar Meurvor Habask, goude bezañ treuzet strizh-douar Panamá war droad.
- 1555 : peoc'h Augsburg, etre ar stadoù luteriek hag ar re gatolik en Alamagn.
- 1801 : Feur-emglev Madrid (1801), etre Portugal ha Bro-C'hall.
- 1902 : kas a ra Émile Combes ur c'helc'hlizher hag a verz ar brezhoneg en ilizoù Breizh.
- 1972 : roet eo Kolier an Erminig da René Pleven, e Pondivi.
- 1990 : roet eo Kolier an Erminig da Chanig ha Charlez ar Gall, Glenmor, Joseph Martray hag Alberzh Trevidig, en Alre.
- 1991 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev Beauty and the Beast e New York (Stadoù-Unanet Amerika).
Ganedigezhioù
kemmañ- 1547 : Miguel de Cervantes, barzh, dramaour ha romantour spagnolek.
- 1571 : Il Caravaggio, livour italian.
- 1577 : Mikael an Noblez, beleg ha misioner breizhat, ha "den enorus".
- 1656 : Eozen Roparz, troour brezhonek.
- 1758 : Horatio Nelson, besamiral breizhveuriat.
- 1765 : Karl Ludwig Harding, steredoniour alaman.
- 1816 : Paul Féval, romantour breizhat.
- 1859 : Charles Haskins Townsend, loenoniour stadunanat.
- 1864 : Frañsez-Mari Kadig, beleg, dastumer kanaouennoù ha kontadennoù Bro-Gwened.
- 1909 : Mary Patricia McCartney, mamm Paul McCartney.
- 1910 : Isakas Vistaneckis, mestrc’hoarier echedoù lituanian.
- 1912 : Michelangelo Antonioni, filmaozer italian.
- 1936 : Silvio Berlusconi, den a afer ha politikour italian.
- 1931 : Anita Ekberg, diskouezerez-c'hiz hag aktourez italian a orin svedat.
- 1937 : Jean-Pierre Elkabbach, kazetenner gall.
- 1943 : Lech Wałęsa, sindikalour ha den-stad poloniat.
Marvioù
kemmañ- 1364 : Charlez Bleaz, lazhet e-pad Emgann an Alre, lakaet da wenvidig gant an Iliz katolik roman.
- 1560 : Gustav Iañ Vasa, merour Rouantelezh Sveden etre 1521 ha 1523, ha roue Sveden adalek 1523 betek e varv.
- 1578 : Gilles de Kerampuil
- 1833 : Fernando VII, roue Spagn.
- 1902 : Émile Zola, kazetenner ha romantour gall.
- 1976 : Yann-Kel Kernalegenn, brogarour breizhat, lazhet gant ar vombezenn a gase da gazarn Ti Voujered, e Dineol.
- 2007 : Michel Denis, kelenner istor e Skol-veur Breizh-Uhel.
- 2010 : Georges Charpak, fizikour gall, Priz Nobel ar Fizik e 1992.
- 2010 : Tony Curtis, aktor stadunanat.
Lidoù
kemmañSant an deiz : Sant Mikael.
- Iliz katolik roman:
- Sant Mikael, arc'hael ha Sant Gabriel ha Sant Rafael hag an holl aeled.