Strizh-douar Panama

(Adkaset eus Strizh-douar Panamá)

Strizh-douar Panama zo ur riblennad douar strizh, kostezet a bep tu gant ar Mor Karib hag ar Meurvor Habask, o liammañ Suamerika ha Norzhamerika. Furmet eo bet 3 milion a vloavezhioù zo e-pad ar Plioken. Bout zo ennañ republik Panamá ha troet eo e daou dam gant kanol Panamá.

Gwel a-spluj strizh-douar Panamá (diouzh ul loarell).
Kartenn strizh-douar Panamá (gant harzoù ar Stadoù).
Strizh-douar Panamá etre Suamerika ha Norzhamerika.
Strizh-douar Panamá hag ar plakennoù tektonek.

Douarouriezh

kemmañ

A-raok ma vefe savet strizh-douar Panamá e oa en e lec’h ur mor hag a vez graet morhent Kreizamerika anezhañ gant ar douarourion hag a zispartie Suamerika ha Norzhamerika e daou gevandir distag. Ennañ e keje dourioù ar meurvor Habask gant re ar meurvor Atlantel. Dindanañ e kenstoke gorrek ar plakennoù Habask ha Karib (an hini kentañ o vont dindan an eil) o krouiñ menezioù-tan dindanvor, un toullad anezhe o tonet da vout inizi 15 million a vloavezhioù zo. D’an ampoent e save goueled ar mor etrezek ar gore abalamour da fiñvoù tektonek an div blakenn, o liesaat mod-se an niver a inizi hag a zouaroù diveuz.

War-lerc’h, e-kerzh milionoù a vloavezhioù arall e voe leuniet an takadoù etre an inizi gant gouelezennoù o tonet ag an div Amerika ha stummet tamm-ha-tamm an danvez strizh-douar etreze. Liammet e voent da vat 3 milion a vloavezhioù zo, e-pad ar Plioken. War-se e kemmas tro ar froudoù-meur (danvorel) (ganet ar Gulf Stream d’an ampoent) hag an hin da heul: kiriek e vefe furmadur strizh-douar Panamá da skornvezhioù ar pevare hoalad.

Bevgelc’h

kemmañ

Heuliadoù e-keñver bezañs loened ar rannved-mañ zo deuet diwar furmadur ar strizh-douar etre an div Amerika: aezetaet eo bet treuzannezadur al loened hag ar plantoù etreze. En henouennoniezh e vez graet Eskemm meur etreamerikan eus ar c’hemm bras-se. En Norzhamerika da skouer o deus an oposomed, an tatoued hag an heureuchined-reunek hendadoù boutin deuet a Suamerika dre strizh-douar Panamá. En enep e teu an arzhed, ar c’hizhier, ar chas, ar roñsed, al lamaed hag ar rakouned, a vev holl e Suamerika, eus Norzhamerika… kemeret gante ar memes hent en tu kontrol.

Tenn a ra bevgelc’h Panamá ha da Suamerika ha da Norzhamerika. A-drugarez d’an hinad trovanel a gaver eno ez eus spesadoù loened ha plantoù liesseurt ha fonnus. Gleborek eo an hin war aodoù ar reter (kostez ar meurvor Atlantel/mor Karib), met bout zo mare ar glebor hag hini ar sec’hor war aodoù ar meurvor Habask. Etreze ez eus un aridennad menezioù.

Da vare dizoloadenn Amerika e veve ennañ meuriadoù amerindian, pellik a-walc’h diouzh ar sevenadurezhioù rakkolombat avat.

Ar c’honkistador Vasco Núñez de Balboa a voe an hini kentañ e 1513 o treuziñ strizh-douar Panamá eus ar mor Karib d’ar meurvor Habask hag an Europad kentañ o tizhout hemañ diwezhañ war un dro.

E 1519 e voe savet kêr bPanamá bet distrujet e 1671 gant ar morlaer kembreat Henry Morgan hag adsavet un nebeud kilometroù ac’halese.

Tremen a rae an aour hag an argant o tonet a vesroueelezh Perou drezañ da vonet da bPortobelo, war ar mor Karib, (e-lec’h ma vezent kargent war listri dre lien evit monet da Spagn).

Etre 1698 ha 1700 e klaskas en aner rouantelezh Bro-Skos sevel un drevadenn skosat e Panamá (Gwallreuz ar raktres Darién).

E 1880 e kroger gant toullañ ar strizh-douar evit sevel ur ganol diwar atiz Ferdinand de Lesseps.

E 1903 e teu a-benn dizalc’hourion bPanamá, soutenet dre guzh gant an SUA, da zistagañ o bro diouzh Kolombia ha da embann dishualded republik Panamá. Disklêriet e voe gant ar Stad nevez riegezh tiriadel ar Stadoù-Unanet war ar ganol.