Henry Morgan, pe Sir Henry Morgan e saozneg, pe Harri Morgan e kembraeg (war-dro 1635 – 1688) a oa ur morlaer kembreat deuet da vout amiral saoz ha gouarnour Jamaika.

Henry Morgan
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Saoz, Kembre Kemmañ
LealdedRouantelezh Saoz Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHenry Morgan Kemmañ
Anv-bihanLucas Kemmañ
Anv-familhHauchard, Morgan Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 Gen 1631 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLlanrhymni Kemmañ
Deiziad ar marv25 Eos 1688 Kemmañ
Lec'h ar marvPort Maria La luz Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvrhinitis, liver cirrhosis Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
MicherFlibister, morlaer, slave trader, Brezel kourserezh, politiker Kemmañ
KargLieutenant Governor of Jamaica, Lieutenant Governor of Jamaica, Lieutenant Governor of Jamaica Kemmañ
Lec'h labourMor Karib Kemmañ
Deroù ar prantad labour1635 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1688 Kemmañ
Grad milourelamiral Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)Jamaica Station, Battle of Mata Asnillos Kemmañ
Prizioù resevetKnight Bachelor Kemmañ
Henry Morgan.

Preizhata a reas madoù ar Spagnoled er Mor Karib ken e teuas da vezañ pinvidik evel ar mor. E 1671 e preizhas hag e tangwallas kêr Panamá – an eil brasañ kêr er Bed Nevez spagnat d'ar mare-se.

E vuhez

kemmañ

Henry Morgan a oa mab henañ Robert Morgan, kouer e Llanrhymny, 3 c'hardlev eus Tredegar war lez ar Stêr Rhymni e Kembre. Kuitaat a reas ar gêr da vont da redek mor. En em glevout a reas gant preizherien evel Christopher Myngs pe an Izelvroad Eduard Mansvelt ha kenlabourat ganto.

 
Broioù spagnek, en gwer, en-dro d'ar Mor Karib, a oa tachenn-preizhata ar vorlaeron saoz ha gall.


Preizhadeg Puerto Príncipe

kemmañ
 
Preizhadeg Puerto Príncipe gant Henry Morgan.

D'an 29 a viz Meurzh 1668 e tilestras martoloded al listri en Puerto Príncipe, met ne voe ket un arsailh dic'hortoz evel ma oa bet raktreset, rak keloù a zegouezhas er c'hêrioù amezek ma c'hallas an dud enne kemer an armoù.

En Puerto Príncipe e voe kraouiet kêriz en ilizoù hag aterset e voe lod dre heg evit kemer o aour. Implijet e voe doareoù kriz ar boukaner Jean-David Nau, anavezet evel "l'Olonois", ha laosket ar brizonidi da vervel gant an naon evit gouzout diganto pelec'h edo an teñzorioù kuzhet ganto[1].

Preizhadeg Panama

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Lucena Salmora, Manuel, op. cit., pp. 190-191.