Tredegar
Tredegar zo ur gêr eus su Kembre, e kornad Blaenau Gwent. E kontelezh Sir Fynwy e oa gwechall. Emañ 33 km diouzh Kêrdiz ha 27 km diouzh Casnewydd.
Istor
kemmañUnan eus kevell an Dispac'h Greantel e su Kembre e voe Tredegar e dibenn an XVIIIvet kantved. E 1778 e voe savet an uhelforn gentañ gant Thomas Atkinson ha William Barrow, daou zen hag a oa deuet eus Londrez[1]. Evit eztennañ ar glaou a oa ezhomm evit an uhelforn e voe digoret mengleuzioù e daou lec'h, Bryn Bach ha Nant-y-bwch. Mengleuzioù kentañ ar c'hornad e oant.
Tud brudet
kemmañBrudet eo Tredegar dre m'eo eno e krogas politikourien anavezet gant o buhez dilennidi : Aneurin Bevan, a savas an National Health Service e Breizh-Veur pe Neil Kinnock ha Michael Foot, a voe kentañ ministr o-daou. Eus Tredegar ivez e teu Nicky Wire, a son er strollad Manic Street Preachers, kenkoulz hag ar skrivagner ha saver-filmoù Patrick Jones pe ar golfour Bradley Dredge.
Gevelliñ
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ "A look at Old Tredegar in photographs" Volume 1 Philip Prosser Old Bakehouse Publications 1990
Liamm diavaez
kemmañ- Lec'hienn Tredegar (en)