Morlaeron ar Mor Karib
Marevezh Morlaeron ar Mor Karib a grogas e 1520 hag a badas betek 1720. En e varr edo entre 1640 ha 1680. Kreskiñ a reas ar flibusterezh diwar-goust Impalaeriezh trevadennel Spagn adal porzhioù Port Royal e Jamaika[1], hag Enez ar Vaot (Haiti) ha Nassau en Inizi Bahamas[2].
Istor
kemmañGant feur-emglev Tordesillas (1494) e oa bet rannet ar Bed Nevez entre ar Spagnoled hag ar Bortugaliz a-hed ul linenn a hanternoz da greisteiz un 370 lev (1 770 km) er c'hornôg da inizi Cabo Verde. Kemen-se a roe da Spagn ar vestroni war an Amerikaoù. Spagn Nevez a oa graet eus ar c'horn-bro tro-dro ar C'harib. Met buan ez eas Bro-C'hall, ar Proviñsoù-Unanet ha Bro-Saoz e kevez ouzh Spagn.
Er sevenadur
kemmañEl romantoù :
- Treasure Island gant Robert Louis Stevenson (tudenn Long John Silver)
- Peter Pan gant J.M. Barrie (tudenn Captain Hook)
Er bannoù-treset :
- One Piece, ur vandenn-dreset gant Eiichiro Oda
- Teñzor Rac'ham ar Ruz, albom 12 troioù-kaer Tintin
- Peter Pan (bannoù-treset) gant Régis Loisel
Er sinema hag er c'hoarioù video :
- Pirates of the Caribbean (heuliad filmoù), Gore Verbinski
- Assassin's Creed IV: Black Flag