Pirates of the Caribbean (heuliad filmoù)

Pirates of the Caribbean (Morlaeron ar C'harib) zo un heuliad filmoù moliac'h war ar morlaerezh produet gant Jerry Bruckheimer ha Walt Disney Pictures. Ar pemp film anezhi a oa troet etre 2003 ha 2017. Direktourien an heuliad a zo Gore Verbinski (1–3), Rob Marshall (4), ha Joachim Rønning hag Espen Sandberg (5). Kontañ a ra troioù-kaer ar c'habiten Jack Sparrow c'hoariet gant Johnny Depp.

Logo an heuliad filmoù Pirates of the Caribbean

An tudennoù pennañAozañ

  • Jack Sparrow : Johnny Depp (en holl bennadoù)
  • William Turner : Orlando Bloom (er pennadoù 1, 2, 3 ha 5)
  • Elizabeth Swann : Keira Knightley (er pennadoù 1, 2, 3 ha 5)
  • Hector Barbossa : Geoffrey Rush (en holl bennadoù)
  • Joshamee Gibbs : Kevin McNally (en holl bennadoù)

An istorAozañ

The Curse of the Black Pearl (Mallozh ar Black Pearl)Aozañ

Elizabeth, merc'h ar gouarnour Swann, zo prometet d'ar c'hommodore James Norrington. Met sodiñ a ra he fenn gant ur gov, William Turner e anv, hag a oa saveteet ganti pa oa bihan, ha kuzhet ganto o daou diwar neuze e oa eñ mab ur morlaer. Pa eo taget Port-Royal gant morlaeron Hector Barbossa eo skrapet Elizabeth ha kaset e-bourzh al lestr Black Pearl. Mont a ra William Turner d'he c'hlask gant sikour ur morlaer all, ar c'habiten Jack Sparrow...

Dead Man's ChestAozañ

Harzet eo Will hag Elizabeth gant Lord Cutler Beckett eus an East India Trading Company peogwir o deus sikouret ar c'habiten Jack Sparrow da skarzañ kuit er film diwezhañ. Chom a reont dieub avat, rak e asantit digant Beckett kerc'hat kompas Jack e sell da gavout an Dead Man's Chest. Rak ar c'hompas-mañ ne ziskouez ket an norzh, ar pezh a fell d'unan bennak ar muiañ er bed ne lavaran ket. En eskemm d'e gompas, Jack a ginnig da Will kavout koufr Davy Jones, kabiten ar Flying Dutchman, ul lestr tasmant.

At World's EndAozañ

On Stranger TidesAozañ

Dead Men Tell no TalesAozañ

Restr:Pirates of the Caribbean TDL.JPG
Dor degemer Pirates of the Caribbean ar c'hoari oberiant e Tokyo Disneyland

Gwelet ivezAozañ