Un aktour saoznek eo Orlando Bloom, bet ganet d'an 13 a viz Genver 1977 e Canterbury, kontelezh Kent.

Brudet eo abaoe deroù ar bloavezhioù 2000 evit c'hoari an Elf Legolas e-barzh ar filmoù Aotrou ar Gwalennoù hag An Hobbit gant Peter Jackson. Goude se en deus c'hoariet e-barzh kalz filmoù all, en o zouez an heuliad Morlaeron ar C'harib, Troy ha Kingdom of Heaven.

Roet e oa e anv bihan diwar ar sonaozer saoz Orlando Gibbons. Dimezet eo gant ar ganerez stadunanat Katy Perry. Keloù bugel zo ganto.